Kaozeadenn Implijer:Pokorny
N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Ostilhoù
Hollek
Moullañ/ezporzhiañ
Salud, Pokorny, Un degemer c'hwek a roomp dit war ar Wikipedia e brezhoneg | |||
Demat, Pokorny. Trugarez da gemer perzh er raktres. Spi hon eus e vi plijet o labourat ganeomp hag e vi en da vleud amañ. | |||
Un holloueziadur savet a-stroll eo Wikipedia e brezhoneg. Frank a wirioù eo an danvez a gaver ennañ. Savet eo bet d'an 22 a viz Mezheven 2004; abaoe ez eus bet diazezet gant ar gumuniezh meur a bennaenn evit kenlabourat. Ma'z out nevez war ar wiki, kemer un tamm amzer evit lenn diwar-benn an temoù da-heul, a-raok kregiñ da gemer perzh da vat e Wikipedia. Gra gant patromoù Babel evit lakaat war wel ar yezhoù komzet ganit. | |||
Kregiñ ganti Ober e gammedoù kentañ | Takad pleustriñ Evit ma c'hallfes ober taolioù-esae | ||
Program skoazell. Goulenn bezañ skoazellet gant unan bennak evit kregiñ ganti | Desk penaos degas kemmoù en ur bajennn Titouroù evit cheñch traoù war pajennoù ar wiki | ||
Fazioù boutinañ a ranker diwall outo Diverrañ eus ar fazioù boutinañ stadet war ar wiki | Foar ar Goulennoù Goulennoù a vez graet gant an holl | ||
Reolennoù Wikipedia Reolennoù aprouet gant ar gumuniezh | Tavarn Ma c'hallez goulenn tra pe dra ouzh ar wikipedourien all | ||
Pemp pennaenn Wikipedia Reolennoù diazez mat da c'houzout | Skoazell Dornlevr hollek Wikipedia | ||
Homañ eo da bajenn gaozeal, ma c'hallez resev kemennoù a-berzh Wikipedourien all. Mar fell dit leuskel ur gemennadenn d'ur wikepedour all eo ret dit skrivañ war e bajenn gaozeal dezhañ; a-hend-all, ne ouio ket. E traoñ da gemennadenn e tleez sinañ gant peder ~~~~ pe pouezañ war ar bouton-mañ : |
Spi hon eus ez po plijadur war Wikipedia e brezhoneg.
--Fulup 8 Gen 2006 da 17:34 (UTC)[respont]
--Fulup 11 Gen 2006 da 18:04 (UTC)[respont]
Kenderc'hel a rin, ha gant plijadur! --J. Pokorny 11 Gen 2006 da 20:08 (UTC)[respont]
Digor eo ar votadeg evit dilenn ho merourien, votit AMAÑ
brav-tre emañ ar yezhoù o tont a-drugarez da's strivoù-te. bravo! --Neal 19 C'hwe 2006 da 12:26 (UTC)[respont]
gloups! n'eo ket a-ratozh eo ne oa ket bet menneget an hebraeg e-touez ar yehzoù semitek muiañ-komzet :-)) --Neal 25 C'hwe 2006 da 14:42 (UTC)[respont]
o paouez kregiñ on gant ar pennad-mañ Kalmoukeg-oirateg met n'pn ket ur mailh war afer ar patromoù-yezh daonet-se - n'oûn ket, e berr gomzoù, hag-eñ em eus lakaet al liv mat pe get (hag ul liv nemetañ zo evit an holl yezhoù altaek pe unan disheñvel evit bep ar yezhoù mongolek ha turkek?). ha gallout a rafes mont da laka ur sell ha da reizhañ ar pezh a zo fall mar plij?a groysen dank --Neal 5 Meu 2006 da 13:15 (UTC)[respont]
Salud dit,n'hallfes ket skrivañ ur pennad berr (pe hir!) diwar-benn Haider hag ar sloveneg, pezh a lavar ha pezh a ra enep d'ar skolioù hag ar panelloù? Trugarez. 87.90.203.65 8 Meu 2006 da 13:33 (UTC)[respont]
ne gomprenan ket perak ne deu ket brav ar padrom yezhoù war ar pennad-mañ. ha gallout a rafes mont da laka ur sell warnañ? --Neal 10 Meu 2006 da 09:22 (UTC)[respont]
trugarez. ret e oa sellet pizh ma doue! --Neal 10 Meu 2006 da 16:12 (UTC)[respont]
Greetings Pokorny!, Can you please help me create a stub for this article; which is based on this French article. 3-5 lines would be sufficient enough. Please. Your help would be appreciated. (I do not know what the correct title should be). -- Joseph, 12 March 2006
... db sloveneg Karintia, war batrom kroateg Burgenland, deuet brav ganit. Met kemer amzer da ziskuizhañ. Bianchi-Bihan 16 Meu 2006 da 17:32 (UTC)[respont]
Trugarekaat. Ne vijen ket deuet a-benn hep skoazell da sevel pajenn ar c'hampoù. Brasoc'h kalz eo ar gartenn er wiki gallek? Perak? Bianchi-Bihan 19 Meu 2006 da 17:39 (UTC)[respont]
Could you please write a stub http://br.wikipedia.org/wiki/Kur%C3%B3w - just a few sentences based on http://de.wikipedia.org/wiki/Kur%C3%B3w ,FR or EN wiki? Only 2 -5 sentences enough. Please. Pietras1988 22 Meu 2006 da 06:21 (UTC)[respont]
Da bennad alamaneg war Lhwyd a vije kaer e brezhoneg: amaén n'eo ket gwall anavezet an den!Bianchi-Bihan 26 Meu 2006 da 17:48 (UTC)[respont]
Graet em eus anv eus ar vroadelouriezh c'herman er pennad Tacitus. Petra soñjez? Alaman pe c'herman?Bianchi-Bihan 30 Meu 2006 da 12:55 (UTC)[respont]
Gallout a rez lavarout din pehini eo ar gwellaén evit ma fennad? Pe reizhañ da unan diouzh ezhomm? Trugarez. Bianchi-Bihan 30 Meu 2006 da 13:34 (UTC)[respont]
Sorry but I don't understand. Pietras1988 22 Ebr 2006 da 17:50 (UTC)[respont]
salut dit! mall zo warnon gallout kemmañ an traoù (hir e vo!) a-benn reizhañ an traoù da vat war an dachenn-mañ. trawalc'h e vo d'am soñj en em lakaat a-du (hag unan bennaket all mar bez tu - eul vuioc'h seul welloc'h evel-just) rak war a seblant n'eus ket kalz a dud all dedennet a-walac'h evit ober kinnigoù resis (kentoc'h evit lâret pere ne blij ket dezhe...). boñ, reiñ a ra ur c'hinnig strizh ar wech-mañ etre daou stumm nemetken o tennña d'al lostger reishañ evit ober gantañ (lakaet e vo da dalvezout, anat deoc'h, evit an holl gerioù all ivez):
skrivit-me ar buanañ ar gwellañ mar plij. --Neal 1 Ebr 2006 da 11:01 (UTC)[respont]
Salud deoc'h. Ha kar oc'h da Julius Pokorny, ar gouizieg bras war ar yezhoù keltiek, a oa eus Aostria a gav din? Rognogno 8 Ebr 2006 da 12:10 (UTC)[respont]
Echu ar pennad ganin. Ne gomprenan ket perak n'a ket en-dro al liamm gant Roll kampoù-bac'h an nazied. Nag amañ ivez!Bianchi-Bihan 14 Ebr 2006 da 04:26 (UTC)[respont]
Trugarez eus ar skoazell roet evit kempenn Bergen-Belsen.Bianchi-Bihan 4 Mez 2006 da 12:30 (UTC)[respont]
Er bajenn kampoù-bac'h e welan skrivet nazied ha nazied. D'am soñj e vije ret dibab da vat. N'ouzon ket petra eo dibab ar wikipedia-mañ (mae deus unan). Ma n'eus ket e kinnigfen an Nazied hag ar Yuzevien evel ar Vretoned, dre ma'z eus kaoz eus tud unanet dre o orin pe o feiz. Ar Vutunerien a vije tud eus ur bobl pe ur relijion bennak, hag ar vutunerien tud o vutuniñ hepken.Bianchi-Bihan 5 Mez 2006 da 21:30 (UTC)[respont]
Demat deoc'h. Savet hoc'h eus un toullad pennadoù dedennus a denn d'ar yuzevegezh. Graet hoc'h eus gant ar ger yuzevegezh evit relijion ar Yuzevien (pennad Yuzevegezh) hag evit hollad an traoù a denn dezho (titl ar patrom). En alamaneg, war a welan, e lakaer kemm etre judäische Religion ha Judentum. Daoust ha ne vefe ket tu d'ober heñvel e brezhoneg hag ober gant yuzevegezh (termenet e Geriadur An Here evel hollad ar meizadoù hag aozadurioù relijiel ar Yuzzevien) ha gant yuzeviezh (a gaver er Geriadur istorel hag en hini ar Gleau, savet evel kristeniezh) evit ar relijion ? --Llydawr 15 Mez 2006 da 20:22 (UTC)[respont]
Demat.Trugarez evit bout tennet an "e" (chomet deus un destenn all, moarvat) e Budapest."Mendalenn" hag "he raok" a seblant din bout ken koulz ha "medalenn" hag "araozi".A galon.Klaod. Kadbzh 1 Eos 2006 da 18:25 (UTC)[respont]
A galon.Klaod.Kadbzh 1 Eos 2006 da 21:57 (UTC)[respont]
Geriadurioù An Here a skriv "dan". A galon.Klaod. Kadbzh 9 Eos 2006 da 11:43 (UTC)[respont]
Aouh! "Traxler" pe "Traksler"?Roit ho soñj, m.p.A galon.Klaod. Kadbzh 9 Eos 2006 da 18:13 (UTC)[respont]
Demat.
Kemmit an titl m.p. (+ Chirov ivez, ma c'hellit).
Trugarez en a-raok.
A galon.
Klaod.
Kadbzh 23 Eos 2006 da 14:13 (UTC)[respont]
Hag anvioù arall m.p. (sevel a rin o fichennoù araok pell...):Kampionezed bedel echedoù .
Trugarez.
A galon.
Klaod.Kadbzh 24 Eos 2006 da 12:24 (UTC)[respont]
Gant an holl bennadoù dedennus ac'h eus graet diwar-benn Aostria e vefe brav kaout ur porched gouestlet d'an danvez-se evel ma'z eus unan evit Sina da skouer, ne gav ket dit ?--Neert 25 Eos 2006 da 14:38 (UTC)[respont]
Białystokł: torr-penn eo al lizherenn-mañ. Afer m'eus ag un ali fur.A galon.Klaod.Kadbzh 7 Gwe 2006 da 07:45 (UTC)[respont]
Demat.Treut eo ar pennadoù gallek ha saoznek diwar-benn Jules Arnous de Rivière. Danvez a gaver en alamaneg, met divarrek-kenañ on àr ar yezh-mañ. Taolit ur sell m.p.A galon.Klaod.Kadbzh 8 Gwe 2006 da 08:33 (UTC)[respont]
Demat.Erruet oc'h en-dro neuze...Trugarez evit ho skoazell.Alies am bez kudennoù gant anvioù ekzotek!A galon.Klaod.Kadbzh 12 Gwe 2006 da 15:37 (UTC)[respont]
Homañ a gavan dedennus.A galon.Klaod.Kadbzh 12 Gwe 2006 da 16:06 (UTC)Trugarez.Gast ag umlau!A galon.Klaod.Kadbzh 13 Gwe 2006 da 05:43 (UTC)[respont]
Emaon o vont da glokaat an traoù db ar re mañ.Ken koulz eo din gortoz un ali fur.
category "Armenian chess players"
ATatev AbrahamyanLevon AronianKaren AsrianGGenrikh GasparyanHVladimir HakobyanKGarry KasparovMLilit MkrtchianM cont.Sergei MovsesianPTigran PetrosianSGabriel SarkisyanVRafael Vaganian
Retrieved from "http://en.wikipedia.org/wiki/Category:Armenian_chess_players"Trugarez.A galon.Klaod.
Kadbzh 13 Gwe 2006 da 05:46 (UTC)Rummad:C'hoarier echedoù aostrian[respont]
Demat.Techet eo hon mignoned ag ar Wiki saoznek da lakaat "Aostrian" alies a-walc'h. Luziet eo...A galon.Klaod.Kadbzh 18 Gwe 2006 da 09:22 (UTC)Trugarez evit ar respont...Lod a lak "rummad: ... poloniat" + " rummad: ...gall", h.a. Er Wiki saoznek e reont ivez gant ur rummad ispisial: "Yuzevion" (Bof...).A galon.Klaod.Kadbzh 18 Gwe 2006 da 19:15 (UTC)Pennadoù nevez krouet:OstravaKarlovy VaryTchekoslovakiaSemmeringOde SemmeringA galon. Klaod. Kadbzh 11 Du 2006 da 19:59 (UTC)[respont]
Demat.Czernowitz: peseurt stumm dibab m.p. ?A galon.Klaod.
Demat.Moaien 'vo deoc'h gober un adkas deus München war-zu Munich ?Trugarez en a-raok.Kroget eo ar chase war al liammoù ruz e fichennoù ar c'hoarierion echedoù: setu perak e lañson pennadoù bihan a-zivout ur bern kêrioù ha broioù.Trugarez eus ho skoazell.A galon.Klaod.Kadbzh 25 Gwe 2006 da 16:16 (UTC)[respont]
Hihihi...C'hwi an hini eo , paotre ar reter (Osterreich...).Evit distagañ, "Zlatoust" a c'hellfe bout mat.N'ouzan ket ar ster...Mallus eo gortoz.Goulennom alioù fur.A galon.Klaod.Aleksandra Kosteniuk 'P'eus ket c'hoant en em lakaat da c'hoari echedoù da vat?Daniel Harrwitz, bet ganet d'an 29 a viz Ebrel 1823 e Breslau (bremañ Wrocław, Polonia), marvet d'an 9 a viz Genver 1884 e Bozen e Su Tirol.Bozen ? Peseurt stumm dibab?http://www.jewishencyclopedia.com/view.jsp?artid=510&letter=D"Nizhny Novgorod" ha "Gorky": pegiz treuzskrivañ m.p.? A galon. Klaod. Kadbzh 1 Her 2006 da 14:37 (UTC)[respont]
Kuokkala ha Vyborg ... A galon. Klaod. Kadbzh 2 Her 2006 da 08:30 (UTC)[respont]
Salud. Spi 'm'eus eo mat an traoù ganeoc'h. Ur pennadig Aleksei Barsov a zo dija... A galon.Klaod. Kadbzh 9 Du 2006 da 21:03 (UTC)Giambattista Lolli hag adarre!!![respont]
Klask a zo àr un alamaneger. A galon. Klaod. Kadbzh 3 Du 2006 da 14:37 (UTC)Kadbzh 3 Du 2006 da 19:42 (UTC)Alexei Barsovaus Wikipedia, der freien EnzyklopädieWechseln zu: Navigation, SucheAlexei Barsov (*3. April 1966 in Samarkand) ist ein usbekischer Schachmeister.[respont]
Barsov, ein gelernter Jurist, ist seit Anfang der 1990er Jahre Berufsschachspieler und einer der führenden Spieler in Usbekistan. Einige Jahre war er Trainer und Sekundant des FIDE-Weltmeisters Rustam Kasimjanov. Er trägt den Titel eines Großmeisters. Zu seinen bedeutendsten Erfolgen in internationalen Turnieren zählen Siege in Oxford 1998 und York 1999 (geteilt mit Tiger Hillarp Persson und Julian Hodgson), er war geteilter Erster (1.-9.) in Kairo 2001, Zweiter in Abu Dhabi 2001. Er gewann das Traditionsturnier von Hastings 2001/02 (zusammen mit Pentala Harikrishna und Krishnan Sasikiran), 2003 in Tarbes. Im gleichen Jahr wurde er Zweiter in Bogny-sur-Meuse 2003 und gewann in St. Quentin 2004, danach Zweiter in Caerleon 2005 und Sieg in Casablanca 2005. Barsov vertrat Usbekistan auf den Schacholympiaden in Istanbul 2000 und Calvià 2004.
Barsov spielt in mehreren europäischen Schachklubs, in Deutschland in der 2. Schachbundesliga für die Schachfreunde Lohmar. Aktuelle Elo-Zahl: 2532 (Stand: Januar 2006); damit ist er nach Rustam Kasimjanov zweitbester Spieler in Usbekistan.
Von „http://de.wikipedia.org/wiki/Alexei_Barsov“
Savet 'zo bet un tabut war ar poent-mañ (displeget dre an hir war ar bajenn-mañ).Kaset e vo da benn ur votadeg e-pad ur sizhunvezh d'an nebeutañ evit klask kaout un diskoulm diazezet war un emglev ledan.
Pedet oc'h neuze da vont da lakaat ur sell war an displegadurioù ha da reiñ ho soñj dre votiñ.
Mat e vefe d'an holl implijerion/ezed kemer perzh, rak seul ledanoc'h e vo an emglev tizhet a-benn ar fin seul aezetoc'h e vo lakaat an traoù da vont war-raok en un doare aezet.
Lennit ha votit amañ: Politikerezh Envel Departamantoù Frañs (tabut)
--Neal 5 Du 2006 da 09:21 (UTC) (Merour)[respont]
Mat e vije treiñ an an anv elzasek da ziskouez n'eo ket troidigezh an anv gallek. Bianchi-Bihan 12 Du 2006 da 16:20 (UTC)[respont]
Demat.Dreist!Trugarez.A galon.Klaod. Kadbzh 13 Du 2006 da 13:57 (UTC)[respont]
[1]A galon.Klaod.
ha war an dra-mañ ivez m.p.Erich EliskasesA galon.Klaod.
Ne ran ket forzh e gwirionez, met e brezhoneg e vez graet gant Inizi war gartennoù zo eus an inizi -se. Hag ouzhpenn-se eo gant ar ger-se e vez graet evit an holl enezegoù, enezegi, pe enezeier. A galon. Bianchi-Bihan 10 Kzu 2006 da 18:06 (UTC)[respont]
Demat dit, azasaet em eus kartenn ar Wikipedourien evit ar vrezhonegerien. Aze emañ : Wikipedia:kartenn ar Wikipedourien. Dre m'emaout o chom er-maez eus Breizh ne vefe ket fall lec'hiañ ac'hanout war ar gartenn, kement ha diskouez d'an dud ez eus estreget Bretoned o kemer perzh er wiki-mañ. Petra a soñjez ? M'emaout a-du e c'hallez ouzhpennañ da anv war-eeun pe lavar din hag e ouzhpennin ac'hanout. Fulup 10 Kzu 2006 da 18:07 (UTC)[respont]
Emañ ar wirionez ganeoc'h, evel-just... Hon mignoned ag ar Wiki saoznek a lak anezhañ e mesk an Italianed (???). Bof... A galon. Klaod. 90.25.249.189 13 Kzu 2006 da 18:39 (UTC)Kadbzh 13 Kzu 2006 da 18:40 (UTC)[respont]
Demat. Taolit ur sell m.p. A galon. Klaod. Kadbzh 14 Kzu 2006 da 09:14 (UTC)[respont]
M'em eus lakaet un doare distagañ er pennad Aostria-Hungaria. Ha gwir eo pe faos ? MP 14 Kzu 2006 da 11:46 (UTC)[respont]
Demat. Trugarez. A galon. Klaod. Kadbzh 19 Kzu 2006 da 07:21 (UTC)[respont]
salut adarre abaoe an amzer! ha goût a ouzez-te perak ez eus daou anv disheñvel evit ober diouzh ar gêriadenn gerneveurek ma reer "St Erth" outi e saozneg: "Praze Pras" ha "Lannudhno"? Ha le'hioù disheñvel int, pe stummoù diheñvel hervez an doare kerneveurek (kemmyn, h.a.).? Pehini eo ar stumm muiañ-implijet?Trugarez--Neal 20 Kzu 2006 da 16:30 (UTC)[respont]
Mur ras deugh-why.--Neal 20 Kzu 2006 da 18:28 (UTC)[respont]
Skrivañ a rez aliezik "ur gêr a gKernev-Veur". Mat . Un dibab eo. Kinnig a ran dit, peogwir ne blij ket din gwelout "a gK", skrivañ:
Hag ober a ri evel a gari. Bianchi-Bihan 21 Kzu 2006 da 18:29 (UTC)[respont]
me gave din e vefe un mennozh mat lakaat un destennig verr war bep o fajenn evuit diskouel an diforc'h etre an doare -skrivañ ha kavet ganin (evel-just) pajenn degemer ar wikipedia e kerneveureg. pezh zo, ne deuon ket a-benn da c'hoût gant peseurt doare-skrivañ e klot pep testenn! (desket am boa ma zammig kerneveureg un ugent vloaz zo ha ne oa nemet KU Nance d'ar mare-se...). setu ar skridoù:
KU?Dynnargh dhe Wikipedi yn Kernewek!Yma 1,228 a erthyglow y'n Wikipedi kernewek y'n termyn ma. Mar kewsydh neb rannyeth a Gernewek po mars esos ow tyski an yeth, ty a yll gweres! Y hyll'ta skrifa erthygel yn kever neppyth dhe les yn godhoniador, mes yma nebes profyansow a Gernow a-is. Nyns yw erthyglow gans kevrennow rudh skrifys na hwath, mes y hyllir hwath amendya, gwellhe hag ystynna erthyglow gans kevrennow ha dhedha py liw pynag.
KK?Wolcum dhe Wikipedia Kernowek!Yma 1,228 erthygel yn Wikipedia Kernowek y'n termyn ma. Mars esta ow clappya ranyeth Kernowek po desky an yeth, te a yll gweres! Te a yll screfa erthygel ow tuchya un dra dhe les yn godhonyador, mes yma nebes profyansow a Gernow awoles. Ny vue scryfys erthyglow ha kevrennow rudh ynnans na whath, hag y hyllysta ewna an erthyglow, aga gwellhe ha'ga ystynna gans kevrennow yn lyw vyth oll.
KN?Welkom the Wikipedia yn Kernuak!Ma 1,228 article en Wikipedia Kernuak en termen ma. Mar kreo why clappia dialek Kernuak po desce an tavas, why ell gweras! Why ell screffa article dro idn dra tha leas en godhoniador, buz ma nebbas profyangow thort Kernow awollas. Na vee articles screffes ha kevrednow rooz ettans na whaeth, buz why ell owna an articles, gwella an gye ha hetha an gye warbar gen kevrednow en lew vetholl.
KUA?Dynargh dhe Wykypedya Kernewek!Yma 1,228 a erthyglow y'n Wykypedya kernewek y'n termyn ma. Mar kewsyth nep ranyeth a Gernewek po mars esos ow-tysky an yeth, ty a yl gweres! Y hyl'ta scryfa erthygel yn kever neppyth dhe les yn godhonyador, mes yma nebes profyansow a Gernow a-ys. Nyns-yú erthyglow gans kevrennow ruth scryfys na whath, mes y-hyllyr whath amendya, gwellhé hag ystynna erthyglow gans kevrennow yn nep lyw vyth.
Trugarez--Neal 22 Kzu 2006 da 21:09 (UTC)[respont]
Demat. Votoù a zo o vont en-dro amañ evit aotreañ botoù 'zo (YunBot ha TXiKibot), hag amañ diwar-benn ar peurunvan war wikipedia. Emichañs t'o tro reiñ da ali evit lakaat da vevañ an demokratelezh wikipedian ha kemer divizoù asantet gant ar muiañ niver. A galon, Benoni 27 Kzu 2006 da 23:34 (UTC)[respont]
[[2]] Votomp. MP 30 Kzu 2006 da 09:57 (UTC)[respont]
betek-hen eo bet graet gant al lostger "-eg" evit envel ar yezhoù war ar wikipedia (goût a ran n'eo ket bet graet atav evel-se e lec'h all - n'oûn ket re vat perak). perak eo bet savet un adkas "zunieg" > "zuni" (pennad pennañ dinadan an anv-mañ) kentoc'h evit ar c'hontrol "zuni" / "zuñi" / "shiwi" > "zounieg" (gwelloc'h evit "zunieg" gant ma vez brezhonekaet d'am soñj). A galon --Neal 7 Gen 2007 da 10:09 (UTC)[respont]
Demat = Bloavezh Mat. A galon.Klaod Kadbzh 11 Gen 2007 da 14:48 (UTC)[respont]
Ha setu ur prof: Listenn stêrioù Aostria. Kergidu 25 Gen 2007 da 09:04 (UTC)[respont]
Demat, ur vouezhiadeg war an doare da vrezhonekaat anvioù divoutin gresianek a zo bet digoret amañ.
Pedet eo da reiñ o mouezh mar fell dezhe an implijerion/ezed enrollet gant ur bajenn-implijer war ar Wikipedia-mañ hag oberiant abaoe ur miz d'an nebeutañ pe nebeutoc'h ma'c'h eo bet labouret gante war an dachenn-resis-mañ a-raok digoradur ar votadeg.
Evit kompren gwelloc'h pep kinnig e-raok mouezhiañ e c'heller lenn displegadennoù hiroc'h war ar bajenn gaozeal stag ouzh pajenn ar vot.
Trugarez, --Merour (Neal) (Kaozeal) 2 Meu 2007 da 16:29 (UTC)[respont]
Salud dit ! Ma 'peus barregezh war an hebraeg, na 'peus nemet teurel ur sell ouzh anvioù ar mizioù er pennad Deiziadur hebraek. Lakaet em eus stummoù da c'hortoz, a c'hello bezañ reizhet gant neb a garo. A galon,--Llydawr 24 Meu 2007 da 18:02 (UTC)[respont]
Ur vot a zo bet digoret amañ evit kaout ur bureviad war ar wikipedia brezhoneg. Neal en deus lakaet e anv. Poent bras eo kaout ur bureviad war hon wikipedia evit bezañ emren penn-da-benn. Ar bureviad a servijo evit krouiñ merourien nevez, reiñ ar statud bot da implijerien 'zo (da skouer da Nono le petit robot a zo kroget da labourat kalzig war hon wikipedia), ha kemm anv implijerien 'zo mar bez ezhomm. Evit poent eo ret tremen dre meta evit an tri dra se. Trugarez da votiñ. A galon, Benoni 17 Ebr 2007 da 08:57 (UTC)[respont]
Demat. Un tamm skoazell war Die Schwalbe a blijfe din... Trugarez en a-raok. A galon. Klaod.Kadbzh 18 Ebr 2007 da 21:10 (UTC)[respont]
Bonjour. La photo du grand-prêtre tsedaka (Skeudenn:HighPriestTsedaka.jpg) est-elle en licence libre, et si oui, laquelle ? je voudrais l'utiliser pour l'article français Samaritains. Merci d'avance. Tu peut me répondre sur ma page. Cordialement. Christophe Cagé.
Demat! Ur pennad savet ganit pe az peus labouret warnañ a zo bet kinniget evit bezañ lakaet war renk ar pennadoù eus an dibab. Tu zo dit reiñ da ali amañ. Mar bez ezhomm e c'hellez ivez ober da vad eus ali an implijerien all evit gwellaat c'hoazh ar pennad a benn ma yelo ar gumuniezh a-du evit reiñ ar meneg "pennad eus an dibab" d'az pennad. Ma sav goulenn pe c'houlenn e c'hellez mont e darempred ganin. A wir galon, Benoni (Kaozeadenn) 16 Kzu 2007 da 23:54 (UTC)[respont]
Demat! Ur pennad savet ganit pe az peus labouret warnañ a zo bet kinniget evit bezañ lakaet war renk ar pennadoù mat. Tu zo dit reiñ da ali amañ. Mar bez ezhomm e c'hellez ivez ober da vad eus ali an implijerien all evit gwellaat c'hoazh ar pennad a benn ma yelo ar gumuniezh a-du evit reiñ ar meneg "pennad mat" d'ar pennad. Ma sav goulenn pe c'houlenn e c'hellez mont e darempred ganin. A wir galon, Benoni (Kaozeadenn) 17 Kzu 2007 da 16:21 (UTC)[respont]
Savet eo bet ganin ur c'hinnig evit boulc'hañ gant an argerzhadur evit dilenn merourion/ezed nevez . Pedet out da reiñ da ali war ar bazenn gaozeal stag ouzh ar c'hinnig-se (amañ) diwar-benn ar c'hraf kentañ a denn d'an doare ma ranker lakaat anv unan bennak evel kannad/ez evit dont da vezañ merour/ez. Ur wezh sklaeraat ar bazenn gentañ-se ha tizhet ur c'henemglev ledan e vo tu da vont pelloc'hig o tigeriñ ar argerzhadur da vat o pediñ digant an implijerion/ezed lakaat o anv pe anv unan bennak all evit gallout mouzhiañ diwar ofenn da c'houde. Da achuiñ neuze e vo ret da c'houde dont a-benn d'ur c'henemglev diwar-benn mont-en-dro ar vouzhiadeg hec'h-unan a-raok stagañ ganti da vat. Neal (Kaozeal) 30 Eos 2009 da 19:42 (UTC)[respont]
Da gregiñ ganti e kinnigin un tamm arroudenn eus ar reolennoù a sell ouzh kefridi ar verourion :Dre vras ne zle ket ur merour kemer divizoù hep ali hag asant ar gumuniezh en a-raok. Arabat eo dezhañ implijout e ostilhoù evit ur gounid personel ivez pe en un doare dizonest. Ma vez seurt emzalc'hioù gant ur merour e c'haller soñjal e kammimplij e veli.[3]
Mat. Bremañ, petra eo orin an dilennadegeg a-vremañ ? War a greder e vefe gant emouestl Wikipedidi laouen da skoazellañ Neal, a labour e-unan evel merour. Jentil –frommus zoken-, neketa ?
Bianchi-Bihan, prest bepred da labourat evit ar Brezhoneg (gant ur bennlizherenn mar plij), en em ginnigas kerkent. Brav eo, neketa ?
Sellomp 'ta un tamm a-dostoc’h bremañ. Da heul tabutoù savet ganin a-zivout krefen lieseurt –diwar-benn rieion Kembre pergen, a zo berzet ouzhin labourat diwar o fenn– e kavas B.-B. ur respont : en em ginnig da verourez[4]. Pezh a ziskouez n’eo ket tamm ebet evit "skoazellañ" Neal en em ginnig B.-B., evit ober un arver personel eus ur galloud brasoc’h ne lavaran ket.Fentus eo lenn diwar he fluenn -o komz diwar va fenn- gerioù evel "vandalerezh", "margodenniñ", "kunujennoù", "tagadennoù" ha me oar-me. BB a oar eus petra emañ o komz hep mar : pa seller ouzh obererezh merouriezh kent[5] e lenner dres, etre ar 4 Mezheven 2007 hag ar 5 C'hwevrer 2008 (hag a-raok, d'an 22 Du 2006, gant e "geneil" Bernez Bernioù), stankadennoù diniver en abeg dres da seurt emzalc'h. Da c’hoarzhin eo lenn tamalloù a-berzh BB evel “margodenniñ” ! Ha petra eo soñj Implijer:Bernez Bernioù, Implijer:Tangi Gwegen, Implijer:Shelley Konk, Implijer:Alan Delo, Implijer:Rufus, Implijer:Nihil Obstat, Implijer:Ab Ostol, Implijer:Kergidu, Implijer:Lola Kola, Implijer:Alfoñs ar C'hlas, Implijer:Alfoñs ar Werenn…diwar-benn kement-se ? Fentus eo a-hend-all lenn Neal skrivañ "Krediñ a reer e c'hellfe bezañ implijet ar gont-mañ evit margodenniñ". Kinnig a rafen a-walc'h un doare gwelloc'h c'hoazh : "Krediñ a reer, hervez tud zo, a c'hellfe, marteze (gallus a c'hallfe bezañ), bezañ implijet, dre ma vefe diskred...". Pe ur stumm all un tamm berroc'h : "Bianchi-Bihan he deus lavaret din skrivañ...". Hag un tamm pelloc'h : "goulennet eo bet gwiriekaat IP ar gont-mañ". Emeur bepred o c'hortoz disoc'h an enklask, me'gred...
Bremañ e rankomp dilenn merourion nevez. Evel-just e oa BB an hini gentañ d'en em lakaat war ar renk...a-raok ar prantad kefridiel embannet zoken ! Mall zo ganti pakañ ur galloud nevez c'hoantaet bras ganti abaoe pell zo, war a hañval...
Petra eo stad an traoù, bremañ ? E-touez ar verourion kent, Kadwalan, Benoni, Paotr, Fulub ha C.Rogel a hañval bezañ "steuziet". Ne chom oberiant nemet Neal, a zo penn-da-benn e dorn BB.
E-touez an emstriverion e weler diouzh un tu ur skipailhig tud en em anavez mat war a hañval, hag oc'h en em kinnigañ pep hini an eil evit egile : BB (kinniget gant Ex-Smith ha Neal), Ex-Smith (kinniget gant Neal ha BB), Llydaw (kinniget gant Ex-Smith, BB ha Neal) : bravat tiegezh, neketa ? Diouzh un tu all, estregedon, Y-M D (kinniget gant Bolivar, "Gweñlc'h"), Gwendal P. ha Malo (kinniget ganto o-unan). Ha neuze e teu an traoù da vezañ kemplesoc'h evit BB hag e sujidi ! Neal ha BB zo ar re o deus kinniget ar muiañ a emstriverion (BB, Ex-Smith, Llydaw gant Neal ; Ex-Smith, Llydawr gant BB), pa oa asur e oa tud eus o skipailhig. Ha bremañ pa welont tud all -ne hañvalont ket anavezout ken mat- e skriv Neal : Ret eo anzav on souzhet bras gant an niver a dud a fell dezhe dont da vezañ merour... hag en em c'houlenn a ran hag-eñ e c'houvezont int-i holl pe re eo kefridioù ar c'harg-se? N'eus forzh penaos, ne gav ket din e vefe un dra vat kaout re a verourion rak ret eo dezhe en em glevet ivez ha, d'am soñj atav, e vefe aesoc'hig kas an traoù war-raok en un doare sioulig ma vefe un nebeud merourion oc'h ober war-dro ar raktres atav.[6] Ya, sur ! Gwelloc'h eo "un nebeud merourion oc'h ober war-dro ar raktres atav". Un nebeut tud dibabet mat na petra 'ta !
Ha petra eo "labour" BB a-benn ar fin ? Evel am eus bet tro da verkañ ergentaou e skriv war pep tra, daoust dezhi na c'houzout tra diwar o fenn. Evel-just, anat deoc'h, ne c'haller ket "gouzout pep tra". Padal eo souezhus gwelout unan bennak bezañ dizesk war pep tra evelti. Pezh a ra hepken zo klask treiñ pennadoù diwar Wikipediaoù all. Hogen, evel 'm eus bet tro da lavarout, ne c'haller ket treiñ ervat un destenn pa ne gomprenner ket anezhi. Levrlennadur nemetañ BB zo...ar Wikipediaoù all ! Hag ul levr bennak he defe digoret en he buhez ?. Evit pezh a sell ouzh an diskibezhioù on boas da bleustriñ -an Istor, am eus un tamm stummadur warnañ, da skouer- pe an dodennoù a gav din bezañ bet studiet kalzig -ar reizhiad amaezhel saoz da skouer- e c'hallan lavaret en un doare diogel ez eo nul live ar brizhpennadoù savet gant BB. Ne vin ket evit barnañ disklibezhioù all estrenoc'h ouzhin, goulakaat a c'hallan ez eo heñvel he live diwar o fenn.Ha Wikipedia a vefe tonket da vezañ troidigezhioù -fall- eus ar Wikipediaoù all ? Padal ar Wikipediaoù all zo bouedet gant titouroù hag imbourc'hioù diavaez, n'int ket troidigezhioù hepken eus ar Wikipediaoù all. Gwell a se evit ar Wikipediaoù-se n'eo ket o fennadoù troidigezhioù diouzh ar Wikipedia brezhonek !
Ar pep gwashañ eo n'eo ket evit gouzañv e vefe tud all o klask kas war-raok ul labour sirius : e Wiki dezhañ an hini eo, hag ur pennad en deus savet zoken evit addegas kement-se da soñj da gement hini en defe ankouaet un dra ken anat, anvet en un doare souezhus Wiki-ni e-lec’h Ma Wiki din-me ! Hag emaomp amañ e rouantelezh an Tad Ubu : dizesk, sot, drouk eo...met ar galloud zo ganti ! Ha neuze e c'hall mac'homañ ar Wiki, heskinañ kement ali disheñvel diouzh hec'h hini. Un doare emskiantek eo moarvat da gaout an dizober eus ar re n'int ket e "linenn" BB hag he lakezed, a-hend-all : o digalonekaat hag o heugiñ dre o rediañ da asantiñ dibaboù tidel ne c'haller ket asantiñ, kement-se a-benn o lakaat da baouez da gemer perzh. Ha den n'en deus klasket kompren perak e oa kement a dud bet oberiant ergentaou ha dilezet ganto Wikipedia abaoe ur prantadig ?
Evit pezh a sell ouzhin, n'em eus biskoazh klasket rediañ an termenadurezh reizh d'ar pennadoù savet araozon gant ar re all, ha pa oufen pegen lu e c'hallont bezañ. Kinnig ha netra ken, da skouer evit pezh a sell ouzh an anvioù-lec'h iwerzhonek -dic'hallus da zistagañ da gement ne oar ket iwerzhoneg- ha roet dezho gant poell ur stumm brezhonek gant Loeiz Andouard, evel Limnac'h e-lec'h Luimneach). Padal e kav din e ranker tennañ korvo eus an holl re o deus kaset hor yezh war-raok araozomp, eus geriadurourion an 18vet kantvet betek Preder, hag o tremen dre Frañsez Vallée, Gwalarn ha Roparz Hemon, SADED ha Guy Etienne, pe c'hoazh etre Ebrel 1991 hag Here 1992 Bodad ar Yezh Arnevez (BAYA), heuliad emvodoù kaset war-raok gant Herve Kerrain (ha ne oa ket, eñ, ur brizhvrezhoneger)...Ne lakan mammenn ebet a-gostez, an holl o deus o splet. Hogen tud dizesk zo bepred feuket pa lennont traoù n'int ket evit kompren hag a live uheloc'h eget o hini. Ha neuze e ranker skrivañ ur ger gallek war zigarez n'eur ket evit kompren kefridiel (a gaver e Geriadur An Here, pe e Tintin. Afer Klaskato, p. 43 : "En un notenn gefridiel e sav Maodiernezh an Aferioù Diavaez kreñv he mouezh a-enep..." : moarvat e vo lavaret e oa Divi Gervella ha Martial Ménard awenet gant ur gealiadurezh diaoulek !). Neuze e ranker skrivañ lec'hienn e-lec'h load pa rankfe klotañ "ez-naturel" ha "dre ret" lec'hienn (dereat-tre evit ul lec'hienn henoniel da skouer) ouzh ar galleg site, ha pa n'eo ket load anavezet gant ar veulkeed-se. Ha koulskoude e vez kavet ar ger-se e Geriadur ar Stlenneg embannet e 1995, pe e Aber abaoe krouidigezh he load (load gwe a vez kavet abaoe an niv. 15, Nevez-Amzer 2004) ; biskoazh n'em eus kavet, e saozneg, site e-lec'h website. Rediañ a reer c'hoazh dibaboù diboell-krenn diwar-benn an anvioù-rieion, ha dislavarus dreist-holl : treiñ evit broioù zo (Loeiz XIII...), berzañ skrivañ e brezhoneg evit broioù all zo, evit Kembre pergen. Ha koulskoude roue Gwynedd an 10vet kantved ha kont Kernev an 11vet kantved o doa an hevelep anv, ar skoueriekadurioù brezhonek ha kembraek a-vremañ hepken a grou un diforc'h ne oa ket anezhañ d'ar c'houlz-se pa oa c'hoazh ur gumuniezh predenek bev-mat. Merkañ a c'haller a-hend-all e skriv Divi Gervella e Emblèmes et symboles des Bretons et des Celtes, Coop Breizh, 1998, p.26 Hoel Dda (zoken ma c'haller bezañ souezhet e chom e kembraeg da). Heñvel e vefe ar gudenn evit anvioù-tud lec'hlennat evel Olaf/Olof...disheñvel hiziv an deiz e daneg, norgeeg, svedeg hag islandeg, ne oant ket ken dispartiet er Grennamzer avat. Kement-se n'eo ket ur gudenn a yezhoniezh-rik, ur gudenn a Istor ne lavaran ket, pezh ne c'hall ket beulkeed evel BB intent...
Ne c'hallomp ket mui plegañ dirak diktatouriezh brizhkefredourion dizesk ha tagnous. Poent eo ober eus Wikipedia brezhonek ur benveg sirius a c'haller fiziañ ennañ.
DIEUBOMP AR WIKIPEDIA, HA DIEUBET E VO PEP TRA !
Meven 2 Her 2009 da 15:07 (UTC)[respont]
Kalz buanoc'h e vin diwar-benn "respont"[7] Bianchi-bihan, a skriv er wezh-mañ diwar bluenn Neal.
Bianhi-Bihan hag he sekretour Neal a glask lakaat da grediñ ne vefe amañ nemet ur gudenn a vennozhioù pe a emzalc'h. UR GUDENN A C'HALLOUD N'EO KEN, hag int -evel an Tad Ubu- a ra pezh a garont pa 'z eo ar galloud ganto, ha mat pell zo.
Meven
E 2006 ho poa skrivet e oa an asturianeg/astureg ofisiel e Miranda de Douro (Portugal). Er yezhoù all ez eo skrivet n'eo ofisiel ar yezh-se e bro ebet. Un dave ho pefe da lakaat ? Baleer (kaozeal) 11 Ebr 2017 da 15:37 (UTC)[respont]