Kamlec'hieg

kumun Il-ha-Gwilen


Kamlec'hieg (Comblessac e galleg) a zo ur gumun eus Breizh e kanton Gwizien e departamant Il-ha-Gwilen.

Kamlec'hieg
An ti-Kêr.
An ti-Kêr.
Anv gallaouekConbeczac
Anv gallek (ofisiel)Comblessac
Bro istorelBro Sant-Maloù
Melestradurezh
DepartamantIl-ha-Gwilen
ArondisamantRedon
KantonGwizien
Kod kumun35084
Kod post35330
Maer
Amzer gefridi
Christophe Ricaud
2020-2026
EtrekumuniezhKampoullennoù Breizh-Uhel Kumuniezh
Bro velestradurelBro Traoñiennoù ar Gwilen
Lec'hienn webhttp://comblessac.fr
Poblañsouriezh
Poblañs689 ann. (2020)[1]
Stankter40 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
47° 52′ 38″ Norzh
2° 04′ 58″ Kornôg
/ 47.8772222222, -2.08277777778
Uhelderioùkreiz-kêr : 60 m
bihanañ 17 m — brasañ 96 m
Gorread17,23 km²
Lec'hiañ ar gêr
Kamlec'hieg

Douaroniezh

Anv

Stummoù skrivet

  • (fr)Dauzat & Rostaing ː in Camliciago, 852
  • Erwan Vallerie ː Cambliciacus, VIvet; Camliciago, 830; Cambliaco, 1122; Combliciaco, 1185; Comblessac, 1246; Cambleçac, 1285
  • Marteville & Varin ː Ecclesia de Combleiziaco, 1843.

Gerdarzh

  • diwar anv den galian-ha-roman *Camulicius, diwar galianeg Camulus + lostger -acum[2]

Ardamezioù

n'ez eus ket evit ar poent

Istor

Kamlec'hieg e oa ur barrez eus eskopti Sant-Maloù.

Er bloaz 474, Euzeb, roue Gwened, e zeuas da Gamlec'hieg hag e reas troc'hant daouarn ha dislagadañ darn eus an annezidi, met ne ouzer ket perak.

Konwoion (sant) e oa ganet eno war dro ar bloaz 800[3].

  • Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret : embannet e voe bout mennet da nac'h al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant ar c'hure, Bertant e anv, ha tri beleg, Fontaine, Gautier ha Guillonet[4].
  • Mervel a reas 51 gwaz abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, eleze 5,57% ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[5].
  • Mervel a reas c'hwec'h den ag ar gumun abalamour d'ar brezel; tri anezhe, ar maer en o mesk, a stourmas er Strollad Buckmaster eus ar Rouedad Oscar Parson eus an SOE[5].

Monumantoù ha traoù heverk

  • Kroaz eus an XVIvet kantved, Leurgêr an Iliz.
  • Iliz katolik Sant Alar.
  • Chapel Itron-Varia Loretta.
  • Chapel Santez Anna, luc’hskeudennoù[6].
  • Monumant kozh ar re varv,er vered, luc’hskeudenn[7].
  • Monumant nevez ar re varv, bet dioueliet d'an 11 a viz Du 2013, a-dal d'an iliz katolik, luc’hskeudenn[8].
  • Plakenn ar re varv (1914-1918) en iliz katolik, luc’hskeudenn[9].

Emdroadur ar boblañs

Niver a annezidi

Melestradurezh

Tud

Ardamezeg ar familhoù

d'Acigné, aotrounez Cramou, Beaumont, ha Couppaye ː

En erminoù e dreustell zivouedet en gul karget gant teir flourdilizenn en aour.

  • Ger-ardamez : Neque terrent monstra[10]

Gevelliñ

Liammoù diavaez


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Levrlennadur

  • (fr)A. Marteville & P. Varin, warlec'hien Ogée : Dictionnaire historique et géographique de la province de Bretagne, dédié à la Nation bretonne. Molliex. Rennes. 1843. Editions Régionales de l'Ouest. Mayenne. 1993
  • Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995

Notennoù ha daveoù