Jean-Jacques Dessalines
Janjak Desalin (kreoleg Haiti), e galleg Jean-Jacques Dessalines, a oa ur brogarour eus Haiti. Ganet eo bet d'an 20 a viz Gwengolo 1758 e plantadeg Cormier e-kichen Grande-Rivière-du-Nord. Drouklazhet e voe e Jacmel e 1806. Dessalines a oa unan eus renerien Dispac'h Haiti ha bet eo kentañ impalaer Haiti (1804–1806 dindan an anv Jakez Iañ).
Du e oa ha sklav e oa da gentañ e Saint-Domingue. Dont a reas da vezañ letanant eus Toussaint Louverture. Aozañ a reas e miz Here 1802 taol-dispac'h arme Saint-Domingue a-enep urzh Napoléon Bonaparte ha stourm a reas ouzh ar jeneral hanterouenn André Rigaud hag ar jeneral gall Charles Leclerc.
🔥 Top keywords: DegemerCarles PuigdemontDibar:KemmoùDiwezhañWikipediaDibar:KlaskEil Brezel-bedSkoazell:SkoazellCarly SimonBrezel-bed kentañWikipedia:SkoazellHemolc'h an UnkornegMarc'h-kornek askellekWikipedia:Porched ar gumuniezhBrezhonegBengaluruLanvealgonWikipedia:Kumuniezh/An davarnWikipedia:Diwar-bennC'hoari ar misionerBreizhWikimedia1200Wikipedia:Kemennoù227Ukorneg askellekChaseadeg ar Marc'h-KornekHent ar SeizWikipedia:Anv-implijer/ezTeknologiezhConioloMarc'heg lost duSon ar chistrAmerika LatinMediaWikiEgiptYulia NachalovaRoll bannieloù BreizhRepublik Pobl SinaNizon