Herve Bihan
Herve Bihan (ganet d'ar 14 a viz Gouere 1956 e Landreger (Aodoù-an-Hanternoz d'an ampoent) a voe yezhoniour ha keltiegour hag a c'helennas brezhoneg hag iwerzhoneg e Skol-Veur Breizh-Uhel hag aet war e leve e 2021. Rener ar gelaouenn Hor Yezh eo. Skrivagner eo ivez, bet tapet gantañ Priz Langleiz e 2010 gant e zastumad danevelloù Traoù kouer, embannet gant Al Liamm.
Remziad micherel
Un arbennigour war ar c'hrennvrezhoneg eo ha diouzh en doe embannet meur a bennad war al lec'hanvadurezh vrezhonek, an hini skolveuriad war an dachenn-se. Studiet ha kelennet en doe an iwerzhoneg ivez.
Embannadennoù
- unskridoù
- 2004 : Colloquial Breton, the complete course for beginners, Ian Press
- 2005 : Yezh ar vugale, kenskrivet gant Soaz an Tieg, An Alarc'h
- 2009 : Le breton pour les nuls, First Editions
- 2016 : Le breton, guide de conversation pour les nuls, kenskrivet gant Gwendal Denis ha Martial Ménard
- Traoù kouer (Priz Langleiz)
- pennadoù
- Hervé Le Bihan, Histoire graphique de la langue bretonne : la question de la norme, Lengas, 86 | 2019. Braslennet d'an 18 a viz C'hwevrer 2024.
Troidigezh
- 2013 : « Le dialogue entre Arthur roi des Bretons et Guynglaff », troet e galleg diwar An Dialog etre Arzur Roe d’an Bretounet ha Guynglaff, Travaux d'Investigation et de Recherche.
Liammoù diavaez
- (fr) Fichenn Herve Le Bihan war lec'hienn Skol-Veur Breizh-Uhel. Kavet : 21 Mezheven 2019.
🔥 Top keywords: DegemerCarles PuigdemontDibar:KemmoùDiwezhañWikipediaDibar:KlaskEil Brezel-bedSkoazell:SkoazellCarly SimonBrezel-bed kentañWikipedia:SkoazellHemolc'h an UnkornegMarc'h-kornek askellekWikipedia:Porched ar gumuniezhBrezhonegBengaluruLanvealgonWikipedia:Kumuniezh/An davarnWikipedia:Diwar-bennC'hoari ar misionerBreizhWikimedia1200Wikipedia:Kemennoù227Ukorneg askellekChaseadeg ar Marc'h-KornekHent ar SeizWikipedia:Anv-implijer/ezTeknologiezhConioloMarc'heg lost duSon ar chistrAmerika LatinMediaWikiEgiptYulia NachalovaRoll bannieloù BreizhRepublik Pobl SinaNizon