Gurmukhī

An doare-skrivañ gurmukhi (ਗੁਰਮੁਖੀ pe ਗੁਰਮੁੱਖੀ; RLVK: gurmukhī) a zo un abugida bet diorroet hag unvanet gant Gourou Angad Dev er XVIvet kantved diwar diazez ar skritur charadek (sharada) a-ratozh kaer evit skrivañ ar panjabeg (ਪੰਜਾਬੀ). Skrivet e c'hell bezañ ar pandjabeg (punjabi) oc'h implijout doareoù-skrivañ all, evel hini an arabeg (skritur chahmukhie) e Pakistan, met deuet eo da vezañ ar gurmukhi skritur sakr ar sikhed a orin panjabat dreist-holl.

Taolenn al lizherenn

Er gurmukhi a-vremañ ez eus ur gensonenn ha daou-ugent (vianjan) nav sin evit ar vogalennoù (laga matra) daou sin evit diswel ar friadur(bindi ha tippi) hag ur sin a dalvez da diskwel e vez distaget div wech ur gensonenn (addak).

Ouzhpenn-se ez eus peder lizherenn gevrennek: tri stumm ispisial evit ar c'hensonennoù rara, haha ha vava hag un hanter-sin all evit yaiyya.

AnvDistag.AnvDistag.AnvDistag.AnvDistag.AnvDistag.
UraAiraIriSussaSaHahaHa
KakkaKaKhukhaKhaGuggaGaGhuggaGhaUnggaNga
ChuchaaCaChhuchhaChaJujjaJaJhujjaJhaYanzaNya
TainkaTtaThuthaTthaDuddaDdaDhuddaDdhaNahnhaNna
TuttaTaThuthaThaDudaDaDhudaDhaNunnaNa
PuppaPaPhuphaPhaBubbaBaBhubbaBhaMummaMa
YaiyyaYaRaraRaLullaLaVavaVaRahrhaRra

Ouzhpenn-se ez eus c'hwec'h kensonenn krouet dre lakaat ur pik (bindi) ouzh troad (pair) ul lizherenn diazez:

AnvDistag.
Shusha paireen bindiSha
Khukha paireen bindiKhha
Gugga paireen bindiGhha
Zuzza paireen bindiZa
Fuffa paireen bindiFa
Lulla paireen bindiLla

Nevez-krouet eo al lizherenn lulla paireen.

Vogalennoù

Heñvel eo mont-en-dro abugida ar gurmukhi ouzh hini an devanagari dre ma teu kazi holl doareoù-skrivañ India diwar an hevelep mammenn, da lâret eo ar skritur bramek (brahmi).

Implijet e vez teir lizherenn diazez ispisial evit "dougen" sinoù ar vogalennoù evit ober dioute vogalennoù distag, da lâret eo pa c'hoarvezh ar vogalenn e penn ur silabennn hep kensonenn ebet: ura (ੳ), aira (ਅ) hag iri (ੲ).

VogalennAnvDistagadur (IPA)
DistagStagGant /k/LizherennUnicode
(hini ebet)MuktaA[ə]
ਕਾKannaAA[ɑ]
ਿਕਿSihariI[ɪ]
ਕੀBihariII[i]
ਕੁOnkarU[ʊ]
ਕੂDulankarUU[u]
ਕੇLavanEE[e]
ਕੈDulavanAI[ɛ]
ਕੋHoraO[o]
ਕੌKanuaraAU[ɔ]


Skouerioù gant vogalennoù

GerTreuzskrivadurSter
ਆਲੂālū"aval-douar"
ਦਿਲdil"kalon"

Halant

Implijet e vez an halant (੍) evit treuzskrivañ gerioù o tont eus ar sañskriteg evit diskwel ez eo mut ar vogalenn el lizherenn silabennek diazez, da skouer :

ਕ – Ka
ਕ੍ – K

Sifroù

Daoust ha ma'z eus sifroù hengounel evit ar gurmukhi e vez implijet aliesoc'h-aliesañ ar sifrou arabek:

0 - ੦
1 - ੧
2 - ੨
3 - ੩
4 - ੪
5 - ੫
6 - ੬
7 - ੭
8 - ੮
9 - ੯

Sinoù all

Implijet e vez ar bindi (ਂ) hag antippi (ੰ) evit diskwel friadur ur vogalenn.

An arouez addak (ੱ) a dlavez da diskwel e vez distaget div wech ur gensonenn.

Visarg

Ral a-wech e vez implijet ar visarg(ਃ). Talvezout a c'hell da diskwel ez eo bet diverret ur ger pe c'hoazh evit diswel e vez distaget un h da heul ar vogalenn evel er sañskriteg.

Ek Onkar

Ek Onkar (ੴ) eo anv un arouez ispisial implijet gant ar sikhed hag a dalv kement hag ‘un doue’.


Gwelet ivez:

Liammoù diavaez:

Deskiñ gurmukhi hag ar panjabeg