Frank Nitti

Francesco Raffaele Nitto, ganet d'ar 27 a viz Genver 1886 hag emlazhet d'an 19 a viz Meurzh 1943, brudet evel Frank Nitti, ha lesanvet "The Enforcer", a oa ur gangster italian-amerikan. Unan eus pennoù bras gang Al Capone e oa, Nitti a rae war-dro an arc'hant lous gounezet gant ar gang. Nitti a oa deuet da vezañ penn ar Chicago Outfit, ur wech toullbac'het Capone.

Frank Nitti
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhStadoù-Unanet, Rouantelezh Italia Kemmañ
Anv-bihanFrank Kemmañ
Anv-familhNitti Kemmañ
Deiziad ganedigezh27 Gen 1886 Kemmañ
Lec'h ganedigezhAngri Kemmañ
Deiziad ar marv19 Meu 1943 Kemmañ
Lec'h ar marvNorth Riverside Kemmañ
Doare mervelEmlazh Kemmañ
Abeg ar marvgloaz dre arm-tan Kemmañ
Lec'h douaridigezhMount Carmel Cemetery Kemmañ
Kondaonet evittax noncompliance Kemmañ
Michertorfedour Kemmañ

Adkemer er sevenadur

Filmoù

  • Gant Bruce Gordon e meur a lodenn eus ar stirad skinwel orin war ABC television The Untouchables, diazezet war skrid-buhez Eliot Ness
  • Gant Harold J. Stone e 1967 er film gant Roger Corman The St. Valentine's Day Massacre.
  • Gant Sylvester Stallone er film Capone e 1975. Nitti a grog evel gward-korf, lazher, ha kuzulier Capone (Ben Gazzara) a-raok trubardiñ anezhañ en ur werzhañ an dosieroù a lakao Capone da vezañ harzet evit aferioù arc'hant kuzhet. Evel penn nevez ar Chicago Outfit, gwelet e vez er fin o weladenniñ Capone war e zalaroù e Palm Island e 1946, ur bloaz a-raok marv Capone ha tri bloaz goude emlazh Nitti er wirionez.
  • Gant Billy Drago, o c'hoari an den doare ijinet er The Untouchables e 1987. Er film-se Nitti a varv bannet eus toenn lez-varn Chicago gant Ness (Kevin Costner) e-pad prosez Al Capone er bloavezhioù 1930, kalz a-raok e varv gwirion e 1943.
  • Gant Anthony LaPaglia e 1988 er film buhez Nitti: The Enforcer.
  • Gant Paul Regina er stirad skinwel The Untouchables eus 1993.
  • Gant Stanley Tucci er film Road to Perdition eus 2002.
  • Gant Bill Camp e 2009 er film Public Enemies.
  • Gant Will Sasso er stirad skinwel eus 2013 war Comedy Central Drunk History.
  • E 1983 er film Easy Money, Frank Nitti eo anv ur pizza prenet gant Rodney Dangerfield.