Evaj

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Un evaj, pe un died, pe ur boeson a zo kement dourenn mat da evañ.

En o zouez e c'heller zoken resisaat died alkoolek gant alkool ennañ, pe er c'hontrol died dialkoolek, died tomm pe died yen, died gazek (aezhennek).

E brezhoneg koulz hag e galleg e c'heller kaozeal eus boesonioù alkoolek hep lavar ar ger alkoolek e troioù lavar zo : "pa veze boeson gantañ"[1] "died kreñv", "d'ho tied"=yec'hed mat, "dilezel an evaj"=paouez da evañ alkool, "bezañ kollet, poazh gant ar boeson"=bezañ mezvier, "kaout gwall voeson"=bezañ drouk goude evañ diedoù alkoolek[2].

Orin an evajoù eo an dour, a zo an hini nemetañ rediet evit buhez Mab-den gour hag an holl voudoù bev. Bronneged vihan a ev laezh o mamm e lodenn gentañ o buhez. Dour a zo ennañ avat. Dour a vez kavet mui pe vui en holl evajoù mod-all.

Banne Kafe
Gwin tomm

Diwar ar ger brezhoneg ev, da geñveriañ gant ar gerioù ev- e kerneveureg , yf- e kembraeg, ibh en iwerzhoneg , o orin boutin er c'heltieg *ib-o- e teu ar ger evaj, a veze skrivet evage e 1723.

Died e brezhoneg skrivet diet e penn kentañ ar XVIvet kantvet, da geñveriañ gant ar gerioù dewas e kerneveureg o tont eus an hengerneveureg diot, ha diod e kembraeg, deoch en heniwerzhoneg a zo o orin boutin er c'heltieg *di-ati-s.

Diwar ar ger galleg boisson o tont eus al latin kozh bibitio skrivet er VIIvet kantvet, e teu ar ger boeson, bet skrivet boëson e 1914[3].

Orin

  • Dont a ra an dour eus ar mein, kaset kuit e stumm gazus gant ar menezioù-tan dibaoe ma z'eus deuzouto war ar Voul-douar.
  • Dont a ra al laezh hag an evajoù laezh eus al loened (parezed ar bronneged, dreist-holl ar buoc'hed). Dont a ra ar chouchenn graet gant mel eus ar gwenan. Gwad loened zo (a-wechoù mesket gant traoù-all) a servij da evajoù ivez e sevenadurioù zo.
  • Dont a ra lodenn vrasañ an evajoù all eus ar plant. A bep seurt lodennoù eus a bep seurt plant a c'hell bezañ implijet evit krouiñ evajoù : frouezh, delioù, had, plusk, sev, gwrizioù, ... A bep seurt teknikoù a vez implijet evit produiñ un dourenn mat da evañ adalek al lodennoù plant-se : gwaskañ, tronizhañ, darsilañ, sildrouezhiñ, glec'hiañ, bervañ, goiñ, strilhañ, meskañ...

Kenaoz

A bep seurt elfennoù a gaver en evajoù.

En dour ne gaver tamm elfenn vagus ebet, nemet maenadoù. N'eo ket energetek kenebeut.

An evajoù all diouzh o orin hag o mod da vezañ krouet a c'hell kaout proteinoù, lipidoù ha glukidoù a zo energetek ha magus, ha vitaminoù gwiennoù bouedel ha maenadoù a servij d'ar c'horf.

An dourennoù implijet evit keginañ evel an eoul pe ar gwinegr a c'hell bezañ renket en evajoù. Lod eus ar boued a c'hell bezañ renket en evajoù ivez evel ar soubenn pe ar bouilhoñs. Nebeut evajoù evel ar chokolad tomm a zo ken tost deus an evajoù ha deus ar boued abalamour d'o c'henaoz magus-tre. Evajoù all evel ar glec'hiadennoù a c'hell bezañ renket e-touesk al louzoù abalamour d'o efedoù war ar yec'hed. Ar plant a c'heller implijout evit o fardañ o vezañ renket e-touesk al louzaouennoù.

A bep seurt evajoù

Evajoù dialkoolek

A bep seurt evajoù dialkoolek da freskaat
Chug oranjez servijet fresk

Evajoù aezhennek

  • dour pik-pik
  • soda
    • kola
  • limonadez
    • limonadez sitroñs
    • limonadez skav

Evajoù goet

  • Kefir

Evajoù alkoolek

Evajoù alkoolek e boutailhoù bihan unimplij

Armerzh

Implijoù ha mod da implijout

Evet e vez an evajoù gant a bep seurt endalc'herioù liammet gant ar sevenadur hag e vez dalc'het ha miret anezho gant kement stummoù ha mentoù pod (boutailh, barikenn, boest...) diouzh ar c'hementadoù ha padelezh ar mirout.

Mare an evañ a c'hell bezañ mare an debriñ pe e c'hell bezañ disheñvel. Lod eus an evajoù a zo liammet-tre gant ur mare resis eus an devezh (tizan an noz da skouer) pe eus ar vuhez (alkool evit an dud gour da skouer).

Kaozet e vez eus evajoù an dijuniñ pe eus evajoù digor-kalon da evañ a-raok ur pred, pe eus evajoù-koazhañ da evañ evit koazhañ gwelloc'h.

Freskaennoù a vez graet eus evajoù da freskaat ar c'horf etre ar predoù, pe eus ur banne startijenn evit un evaj da lakaat ar startijenn da zistreiñ[1].

Lod eus an evajoù implijet ar muiañ o deus roet o anv da mareoù resis an devezh. (fr) pause café a zo un troc'h el labour evit evañ kafe pe un dra-all.(en) tea time a zo un troc'h el labour e Bro-Saoz hag e broioù levezonet gant o sevenadur.

Evajoù zo a vez evet yen, pe tomm pe d'ur wrez resis (gwin, bier).

Sevenadurioù zo o deus lidelakaet implij seurt evajoù, evel an te e Bro Japan.

Skeudennoù

Pennadoù kar

Levrlennadur

  • (fr) Ul lodenn vat eus ar pennad-mañ a zo troet diwar ar pennad anvet "boisson" war ar wikipedia e galleg. Handelv eus ar 22 a viz Genver 2014.

Notennoù

Liammoù diavez