Enez Sgitheanach

Enez Sgitheanach (e gouezeleg Skos An t-Eilean Sgitheanach distaget: [əɲ tʰʲelan s̪kʲiə.anəx]; Skye e saozneg, distaget [skaɪ̯]) zo un enezenn e Bro-Skos, ar vrasañ eus an Inizi Gall tostañ hag an hini zo ar pellañ en hanternoz. E-kreiz an enezenn ez eus menezioù, ha dreist-holl menezioù Cuillin.

Kartenn Enez Sgitheanach
Ar pont da vont da Enez Sgitheanach

Emañ ar boblañs o kreskiñ: 9 200 a dud a oa eno e 2001.

En Highland emañ an enez. Ur pont zo, anvet Skye Bridge, da zont eus an douar-bras. Port Rìgh zo ur porzhig koant, hag eno emañ ar gêr-benn. Un drederenn eus an dud a gomz gouezeleg.

Brudet eo kened ar vro, ar sevenadur gouezelek, al loened gouez (erered, demmed, eoged). Diazezet eo armerzh ar vro war an douristelezh, a zegouezh a-vernioù e-pad an hañv, ar sevel eoged, hag ar wiski.

Gerdarzh

Ur sell trema'r c'hreisteiz diwar-lein Quiraing

,

En istor an enez e kaver levezonoù yezhoù disheñvel: gouezeleg, norseg, saozneg, ha ne vez ket aes atav digejañ orin an holl anvioù. An t-Eilean Sgitheanach eo an anv gouezelek (pe Sgiathanach, hervez ur c'hiz nevez). N'ouzer ket petra e talv avat[1] Meur a vartezeadenn zo bet graet, evel an "enez askellek" pe "the notched isle"[2] met n'eus bet kavet diskoulm splann ebet, ha gallout a rafe an anv dont eus ur yezh koshoc'h.[3].

E 1549 e skrive Donald Munro, dean an inizi: "This Ile is callit Ellan Skiannach in Irish, that is to say in Inglish the wyngit Ile, be reason it has mony wyngis and pointis lyand furth fra it, throw the dividing of thir foirsaid Lochis"[4].

Douaroniezh

Enez Sgitheanach hag an inizi tro-war-dro.

1,656 km² dezhi, eil brasañ enezenn Bro-Skos eo Enez Sgitheanach war-lerc'h an hollad Leòdhas ha Na Hearadh. A-hed an aod e kaver ledenezioù ha plegoù-mor hag e-kreiz e sav torgennoù An Cuiltheann.

Al ledenezioù: Trotternish en hanternoz, Waternish, Duirinish, Minginish ha Strathaird er c'hornôg ha Sleat er c'hreisteiz.

An inizi tro-war-dro: Isay, Longay, Pabay, Ratharsair, Rònaigh, Scalpay, Soaigh ha Wiay.

Kêrioù

Port Rìgh eo ar gêr vrasañ en hanternoz, gant 1 960 a dud[5]. E-touez ar c'hêrioù all emañ Cill Mo Luaig, Stafainn, Uig Dùn Bheagain An t-Ath Leathann, Ealgol, Armadal, Caol Acuinn (e-lec'h m'emañ ar pont a gas d'an douar bras).

Istor

Ragistor

Kastell Dùn Bheagain, pa seller trema Taolennoù MacLeod

Notennoù

Levrlennadur

  • Boswell, James (1785). The Journal of a Tour to the Hebrides. 
  • Fraser Darling, Frank; Boyd, J.M. (1969). Natural History in the Highlands and Islands. London : Bloomsbury. 
  • Patrom:Haswell-Smith
  • Murray, W.H. (1966). The Hebrides. London : Heinemann. 
  • Slesser, Malcolm (1970). The Island of Skye. Edinburgh : Scottish Mountaineering Club. 
  • Le Floc'h, Jean-Luc (2007). An t-Eilean Sgitheanach enezenn he fennad blev du. Dirinonn, Breizh : Al Liamm.