Enez Christmas (Aostralia)
Enez Christmas zo un enezenn e reter Meurvor Indez, stag ent-politikel ouzh Aostralia gant ur statud "tiriad". Emañ war-hed 2 360 km er gwalarn da gêr Perth (Western Australia) ha war-hed 500 km er su da Jakarta, kêr-benn Indonezia.
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/d/d6/Christmas_Island_in_its_region.svg/250px-Christmas_Island_in_its_region.svg.png)
Annezet eo gant 70% a Sinaiz, 20% a dud wenn ha 10% a Valeziz. Meur a relijion a gaver gant an dud : 36% anezho zo boudaiz, 25% muzulmiz, 18% kristenien, 15% daoidi. Ar saozneg eo ar yezh ofisiel, met kaozeet e vez sinaeg ha malezeg gant an dud ivez.
Un drevadenn saoz e oa enez Christmas en XIXvet kantved hag en XXvet kantved. E-pad an Eil Brezel-bed e voe aloubet gant arme Japan, abalamour ma kaver mengleuzioù fosfat enni. E 1957 e voe dilezet gant ar Rouantelezh Unanet ha fiziet en Aostralia. Abaoe ez eo un tiriad stag ouzh Aostralia.
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/6/67/Flag_of_Christmas_Island.svg/200px-Flag_of_Christmas_Island.svg.png)