Desket mat e voe, ha kenteliet war ar skiantoù natur, an istor, an douaroniezh, an doueoniezh, yezhoù, sevel-skridoù, seniñ ha dañsal. Latin avat ne voe ket desket dezhi: kavout a rae d'e dad e teue ar merc'hed da vout gwidreûs dre zeskiñ latin[1].
Da 12 vloaz e teue meur a yezh ganti, ha galleg flour zoken, ar yezh a gomzas diwezhatoc'h ouzh he fried[2] Marc'hegerez vat e oa, gouzout a ouie diouzh ar relijion brotestant, ha gouest e oa da skrivañ lizheroù gant un dorn leal hep bout reut[3] Lennek e oa ivez ha prouennoù zo eus he c'harantez ouzh al levrioù.[4].
Dimeziñ a reas da Friedrich V, Dilenner Pfalz, hag a voe Roue Bohemia ur goañvezh-pad.
George Iañ Friedrich Augustus mab marv c'hanet Maximilian Wilhelmm von Braunschweig-Lüneburg mab marv c'hanet Sophia Charlotte von Hannover Karl Philipp Christian Heinrich Ernest Augustus, Dug York hag Albany