Eifionydd
Eifionydd (distaget [əiviˈɔnɨð] e kembraeg) zo ur vro vihan e kontelezh Gwynedd, e Kembre. En em astenn a ra e gevred Ledenez Llŷn, etre Porthmadog er reter ha Pwllheli er c'hornôg. Gwechall e oa unan eus daou gombod kantrev Dunoding, ha kendalc’het en deus an anv da vout implijet betek hon amzer.
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/c/c8/Criccieth_Castle%2C_Gwynedd_-_geograph.org.uk_-_3366125.jpg/250px-Criccieth_Castle%2C_Gwynedd_-_geograph.org.uk_-_3366125.jpg)
Al lodenn norzh eus rouantelezh kozh Dunoding e oa Eifionydd. Hervez ar richenn e teu anv ar vroig-mañ eus hini Eifion mab Dunod, an hini en deus roet e anv d’ar c’hantrev, ha mab-bihan Cunedda Wledig. Cricieth e oa kreizenn ar c’hantrev, met marteze e oa bet ar greizenn-se e Dolbenmaen da gentañ.
Bremañ n’eo ket Eifionydd un unvez velestradurel, met derc’hel a reer d’ober anv eus Eifionydd er vro aliezik. E Porthmadog da skouer e kaver un "Ysgol Eifionydd" (skol Eifionydd). E broig Eifionydd emañ keriadennoù Abererch, Chwilog, Llanaelhaearn, Pencaenewydd, Llanarmon, Llangybi, Llanystumdwy, Rhoslan, Pentrefelin, Penmorfa, Garndolbenmaen, Golan Bryncir ha Pantglas.
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/c/c3/Cantrefi.Medieval.Wales.jpg/300px-Cantrefi.Medieval.Wales.jpg)