Du Guesclin

Du Guesclin (Gwesklin e brezhoneg) zo ur film gall, sevenet e gwenn ha du gant ar filmaozour gall Bernard de Latour e 1948.

Fichenn deknikel

  • Doare : Drama, Istorel
  • Gourseller ar seveniñ : Pierre Billon,
  • Skoazellerien-sevener : Maurice Griffe, Édouard Molinaro ha Carlos Vilardebo,
  • Senario : Bernard de Latour ha Roger Vercel, azasaet diwar ar buhezskrid Du Guesclin (1932) gant Roger Vercel,
  • Divizoù : Roger Vercel,
  • Produour : Les Films du Verseau,
  • Rener ar skeudenniñ : Nicolas Toporkoff,
  • Ijinour ar son : Jean Bertrand,
  • Aozer ar sonerezh orin : Maurice Thiriet,
  • Kinklour : Jacques Krauss,
  • Dilhataerien : Olga Potrowsky ha Jean Zay,
  • Frammer : Maurice Serein, skoazellet gant Suzanne Cabron,
  • Kenurzhier an efedoù arbennik : Nicolas Wilcke,
  • Prantad filmañ : adalek ar 7 a viz Mezheven betek an 3 a viz Du 1948,
  • Lec'hioù filmañ : Dinan (Aodoù-an-Arvor), e kêr hag e-barzh ar c'hastell,
  • Deiziad dont er-maez : 3 a viz Mezheven 1949,
  • Padelezh : 100'.

An danvez

E-barzh penniliz Sant Denez emañ ur soudard kozh o kontañ buhez an hini a voe e vestr koulz hag e vignon : Beltram Gwesklin. Argaset e oa bet Gwesklin gant e familh pa oa-eñ bugel. Ne viras ket outañ a vezañ ur marc'heg hep e bar, ar pezh a ziskouezas da-geñver ur stourmadenn e ti Janed, kontez Pentevr. Da gentañ-penn ec'h asantas Beltram Gwesklin stourm ouzh ar Saozon evit dugelezh Roazhon. Dieubiñ a reas e vreur, bet paket gant dug Canterbury, ha distreiñ da di Janed Pentevr e-lec'h ma voe savet ur gouel d'e enoriñ : eno e kejas gant Tiphaine Raguenel a zeuio da vezañ e wreg diwezhatoc'h. Ne baouezas ket brud Gwesklin da greskiñ ma voe lakaet e penn armeoù an Daofin Charlez V, aet da roue Bro-C'hall a-drugarez dezhañ. Atav o vrezeliñ pell diouzh e wreg ne ouie ket Beltram Gwesklin e oa-hi klañv-fall. Koulskoude, a-raok tremen, gant skoazell ar roue e teuas-hi a-benn d'e zieubiñ diouzh a-dre daouarn ar Saozon o devoa lakaet harz warnañ ur wech ouzhpenn. Goude dek vloaz a vrezelioù du-mañ ha du-hont e varvas Beltram Gwesklin d'an oad a hanter-kant vloaz.

Roll ar gomedianed pennañ

  • Fernand Gravey : Beltram Gwesklin,
  • Noël Roquevert : Jagu,
  • Gérard Oury : an Daofin Charlez V,
  • Junie Astor : Tiphaine Raguenel,
  • Ketti Gallian : Chann Malesmains,
  • Paul Amiot : Loeiz Iañ Naplez, dug Anjev,
  • Alfred Baillou : ar furlukin,
  • Léon Bary : Charlez Bleaz,
  • Gisèle Casadesus : Janed Pentevr,
  • Marcel Delaître : John Chandos,
  • Charlotte Écard : ar vagerez,
  • Louis de Funès : ar steredour,
  • Jacques Mercier : Beltram bugel,
  • Robert Moor : ar maj,
  • Suzanne Nivette : ,
  • Paulette Noizeux : ul leanez,
  • François Richard : an harod,
  • Michel Salina : Canterbury,
  • René Stern : ar chapalan,
  • Howard Vernon : Yann Gent, dug Lancaster,
  • Roger Vincent : un aotrou.