Denez Abernot
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/6/60/Kaner_eus_Breizh.svg/36px-Kaner_eus_Breizh.svg.png)
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ diwar-benn ur c'haner breton ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Denez Abernot, ganet en arvor Bro-Leon (Bro-Bagan) e 1955, zo ur c'haner ha saver kanaouennoù brezhonek. Kanañ a rae gant Storlok e penn diwezhañ ar bloavezhioù 1970, hiziv eo livour (ha barzh) en Arvor Bro-Leon.
Buhez
A bep seurt traoù en deus bet graet : pesketaer, koñversant, skolaer (skolaer kentañ Diwan e 1977), c’hoarier pezh (gant Strollad ar Vro Bagan) ha kabiten war listri an Departamant eus Konk-Leon da Eusa. Kaner eo ivez, ha saver tonioù ha sonioù, doare rock, blues pe folk. E don brudetañ a zo, hep mar ebet, Gwerz ar vezhinaerien.
Kanet en deus bet gant ar strollad Storlok, hag ur bladenn solo, Tri miz noz, a oa deuet er-maez gantañ e 1998 gant Jacques Le Guellec.
Pladennoù
- Gant Storlok Stok ha stok (1979) NOE 30011
- Tri miz noz (1999) SMC 1047
🔥 Top keywords: DegemerCarles PuigdemontDibar:KemmoùDiwezhañWikipediaDibar:KlaskEil Brezel-bedSkoazell:SkoazellCarly SimonBrezel-bed kentañWikipedia:SkoazellHemolc'h an UnkornegMarc'h-kornek askellekWikipedia:Porched ar gumuniezhBrezhonegBengaluruLanvealgonWikipedia:Kumuniezh/An davarnWikipedia:Diwar-bennC'hoari ar misionerBreizhWikimedia1200Wikipedia:Kemennoù227Ukorneg askellekChaseadeg ar Marc'h-KornekHent ar SeizWikipedia:Anv-implijer/ezTeknologiezhConioloMarc'heg lost duSon ar chistrAmerika LatinMediaWikiEgiptYulia NachalovaRoll bannieloù BreizhRepublik Pobl SinaNizon