Deiziadur muzulmat

(Adkaset eus Deiziadur islamek)

An deiziadur muzulmat, pe deiziadur islamek, eo an doare da rannañ an amzer a vez implijet er broioù muzulmat. Ur gwir deiziadur loarel eo, rannet e 12 miz loar pe 12 loariad. En deiziadur-se n’eus ket 365,2425 devezh en ur bloavezh, met nebeutoc’h, dre ma ne bad al loariadoù nemet 28 devezh pe war-dro (1 bloavezh heolel = 1,0307 bloavezh loarel). Abretoc’h-abretañ e krog pep bloavezh eta, e-keñver an heol : war-dro 11 devezh abretoc’h bep bloaz. Ur miz, forzh pehini e vefe, en em gav en-dro d’an hevelep koulz-amzer bep 33 bloaz.

Tamm eus un heuliad pennadoù a-zivout

Islam
Islam
Istor Islam

Kredennoù ha kustumoù

Unded Doue
Disklêriadenn a feiz
Pedenn • Yun
Karitez • Pirc'hirinded

Pennoù Bras

Mohammed
Abu Bakr • Ali
Tiegezh Mohammed
Kompagnuned Mohammed
Profeded Islam

Testennoù ha lezennoù

Koran • Sunnah • Hadith
Barnadurezh • Doueoniezh
Buhezioù Mohammed
Charia

Skourrioù Islam

SunnitChiit • C'harijit • Soufiegezh

Kevredigezh

Studioù islamek • Istor
Prederouriezh • Skiant
Arz • Savouriezh • Kêrioù
Deiziadur • Gouelioù
Maouezed • Maouezed er C'horan
Pennoù relijiel • Politikerezh •
Islamouriezh • Frankizouriezh
Salafiezh

Deroù an deiziadur muzulmat eo an Hijra, pa’z eas Mohammed hag e heulierien eus Mekka da Vedina er bloavezh 622 goude J.K.

Er bloavezh 638 e tivizas ar c’halif Omar (592-644) unvaniñ an deiziadurioù a oa en implij en amzer-hont e-touez ar pobloù muzulmat. Divizout a reas e vefe niverennet ar bloavezhioù adalek an Hijra, a oa c’hoarvezet d’ar 16 a viz Gouere 622 goude J.K. Deiz kentañ miz kentañ ar bloavezh kentañ eo an deiz-se (1 MuHarram 1 AH). An deiziadur muzulmat a reer anezhañ ivez deiziadur an Hijra, diwar anv tec’hadenn Muhammad eus Mekka.An deiziadoù, en deiziadur-se, a skriver alies gant ar berradur AH, a dalvez Anno Hegirae, da lavarout eo, e latin, "e bloavezh an Hijra".

Anvioù ar mizioù en deiziadur muzulmat

(en arabeg emañ an anvioù-se p'eo an arabeg yezh sakr an Islam)

  1. Muharram ul Haram (krennet e Muharram) محرّم
  2. Safar صفر
  3. Rabi-ul-Awwal رابي
  4. Rab-ul-Akhir (pe Raby` al-THaany) رابي الثااني
  5. Jamadi-ul-Awwal جومادا
  6. Jamadi-ul-Akhir (pe Jumaada al-THaany) جمادي الثاني
  7. Rajab رجب
  8. Sha'aban شا
  9. Ramadhan رمضان
  10. Shawwal شوّال
  11. Dhul Qadah (pe Thw al-Qi`dah) دل كاداه
  12. Dhul Hijja (pe Thw al-Hijjah) دل هيجا

Anvioù deizioù ar sizhun

Diwallit, en arabeg e krog ar sizhun d'ar Sul.

  • yaum al-ahad يوم الأحد (deiz kentañ, Sul)
  • yaum al-ithnayna يوم الإثنين (eil deiz, Lun)
  • yaum ath-thalatha' يوم الثُّلَاثاء (trede deiz, Meurzh)
  • yaum al-arba`a' يوم الأَرْبعاء (pevare deiz, Merc'her)
  • yaum al-khamis يوم الخَمِيس (pempvet deiz, Yaou)
  • yaum al-jum`a يوم الجُمْعَة (deiz ar bodad, Gwener)
  • yaum as-sabt يوم السَّبْت (Sadorn)

Diforc’hioù bihan pe vihanoc’h a zo etre ar broioù muzulmat. Disheñvel eo an deiziadur implijet er broioù arabek hag er broioù muzulmat all (Indonezia, Iran…). Abalamour d’an diforc’hioù-se e c’hell bezañ disheñvel deiziadoù ar gouelioù dre ar bed muzulmat.

Lakaat an deiziadur gregorian (AD) hag an deiziadur muzulman (AH) keñver-ha-keñver

  • AH = (AD – 622) x 1,0307
  • AD = (AH + 641,0954) / 1,0307

Neuze :

  • An 30 a viz Here 2006 eo ar 7 Shawwal 1427 AH.
  • 1 MuHarram (deiz kentañ ar bloaz) 1429 AH a oa d’an 10 a viz Genver 2008.
Bloaz ADBloaz AHMiz
muzulman
201114325
201214335
201314345
201414356
201514366
201614377
201714387
201814397
201914408
202014418
Bloaz ADBloaz AHMiz
muzulman
202114428
202214439
202314449
2024144510
2025144610
2026144710
2027144811
2028144911
2029145011

Liammoù diavaez