Das blaue Licht

Das blaue Licht
Filmdata
Titl orinDas blaue Licht
Bro produiñAlamagn
Deuet er-maez24 a viz Meurzh 1932 en Alamagn
Yezh orinalamaneg
Padelezh (PAL-DVD) :86 munutenn
Pare
FilmaozerLeni Riefenstahl
ProduerLeni Riefenstahl
Harry R. Sokal
SkrivagnerLeni Riefenstahl
Béla Balázs
Carl Mayer
SonerezhGiuseppe Becce
Rener al luc'hskeudenniñHans Schneeberger
Walter Riml
FrammerLeni Riefenstahl
Aktourien

Leni Riefenstahl
Beni Fuehrer
Max Holzboer
Mathias Wieman
Franz Maldacea

Liammoù diavaez

Das blaue Licht (alamaneg a dalvez Ar gouloù glas) a zo ur film romantel alaman sevenet ha skrivet ar senario anezhañ gant Leni Riefenstahl, Béla Balázs ha Carl Mayer. E 1932 e teuas er-maez.

Awen

Diazezet eo senario ar film war meur a istor : ur vojenn alaman kozh, ur gontadenn gant ar vreudeur Grimm hag an danevell Bergkristall skrivet gant Gustav Renker e 1930. Ne voe ket meneg an danevell-se gant sevenerien ar film avat.

Senario

Junta (Leni Riefenstahl) a vev asambles gant Vigo (mêsaer, c'hoariet e berzh gant Mathias Wieman) pell diouzh ar gêriadenn dostañ. Hi eo an den nemetañ a c'hall krapañ gant ar memezioù tost d'ar gêriadenn ha tizhout ur vougev er Menez Cristallo, ma luc'h ur gouloù glas souezhus da vare loargann. Kas o deus annezidi ar gêriadenn outi, rak soñjal a ra dezho ez eo ur sorserez. Maouezed ar gêriadenn eo o deus ar muiañ a gas outi, peogwir ez eus marvet paotred yaouank pa glaskjont krapañ gant ar menez. Degouezhout a ra ul livour anvet Tonio (Beni Führer), hag eñ dedennet gant Junta koulz ha gant ar gouloù glas.

Filmañ

Filmet e voe ar film e Sarentino (alamaneg Sarntal) en Italia hag e Tisino e Suis.

Doareoù all

  • E 1937 e teuas ar film er-maez en-dro. Tennet e voe anvioù Carl Mayer, Béla Balázs ha Harry R. Sokal rak Yuzevien e oant.
  • En miz Du 1951 e voe savet ar film en-dro : kemmet ar sonerezh anezhañ ha kinniget e voe e Roma. Berraet e voe ivez gant Leni Riefenstahl : 73 munutenn e-lec'h 86 munutenn. Tennañ a reas ar senenn ziwezhañ ha skignet e voe ar film gant an titl Ur vojenn eus ar menezioù gant Leni Riefenstahl. En Alamagn hag en Aostria e voe skignet gant an titl Die Hexe von Santa Maria, (Sorserez Santa Maria).

Priz

  • 1932 : Medalenn argant e Festival filmoù Venezia

Liammoù diavaez