Dañs Bekabe

Dañs Bekabe zo un elfenn, an hini diorroetañ, eus an arz stag ouzh ar marv hag ouzh an Ankoù er Grennamzer, er XIVvet hag er XVIvet kantved. Taolenniñ a ra el lennegezh, el liverezh pe er gizellerezh, an holl dud, eus forzh petore renk sokial e vefent, ambrouget gant an Ankoù en eun doare diharzus en un ambrougadeg etrezek un tonkad boutin dezhe holl. Gwelout a reer ur pab, un eskob, ur manac'h, un impalaer, ur roue, un aotrou, ur soudard, ur bourc’hiz ha kement zo o vont an eil war-lerc’h egile...

Unan eus ar 17 engravavadur war goad eus Dañs Bekabe kloastr ar Sent Inosant e Pariz. Embannet e 1485 gant daou embanner parizian, Guyot Marchant ha Verard, e voent skignet en Europa a-bezh. Emañ ar skouerenn nemeti e levraoueg Grenoble.
"Abad" an w:Dañs Bekabe, gant w:Hans Holbein ar Yaouankañ.

Kenarroud en istor

Dañs Bekabe trec’h ar marv, Clusone (Italia, 1485)

Dañs Bekabe zo deskrivet e meur a varzhoneg e latin, e brezhoneg[1], e galleg, alamaneg pe en italianeg, dizanv peurliesañ. A-hed ar XVvet kantved ha deroù ar XVIvet e veze livet an tem-mañ war mogerioù an ilizoù hag e beredoù Europa an Norzh

An tem-se zo disoc’h ur preder war ar vuhez hag ar marv, en ur prantad ma oa deuet stankoc’h-stank ha spontusoc’h evit kustum. Ar brezelioù, ar vosenn hag ar gernez taolennet dindan stumm tri marc'heger an Diskuliadur o doa c’hwennet ar boblañs. E 1347, ar Vosenn Vras pe Bosenn Zu o tont eus Azia-Vihanañ he doa graet he reuz en Europa. Dindan nebeutoc’h eget 4 bloaz e lazhas moarvat 25 milion a dud. 10 vloaz diwezhatoc’h, un eil frapad bosennus a skubas war-dro 30 % eus poblañs ar c’hevandir. E bered ar Sent Inosant, e Pariz, e savas al leur eus daou vetr da-heul beziadegoù 1417.

Kenarroud en arzoù

Skeudennoù

Stummoù all eus dañs Bekabe

Er savadurioù hag er pezhioù annez

En dornskridoù

Er sonerezh

  • Mattasin oder Toden Tanz, 1598 gant Aogust Nörmiger
  • Totentanz gant Franz Liszt (1849), sonerezh diazezet war melodiezh Dies Irae.
  • Dañs Bekabe gant Kamilh Saint-Saëns (1874)
  • Lieder und Tänze des Todes, 1875 gant Modest Moussorgsky
  • Totentanz, Oratorium, 1905 gant Feliks Woyrsch
  • Totentanz der Prinzipien, 1914 gant Arnold Schönberg
  • Scherzo (Dance of Death), op. 14, in Ballad of Heroes, 1939 gant Benjamin Britten
  • Trio en mi mineur op. 67, 4 lodenn eus Dance of Death, 1944 gant Dimitri Chostakovich
  • Totentanz, Der Kaiser von Atlantis, 1944 gant Viktor Ullmann
  • Dancing with Mr. D, 1973 gant ar Rolling Stones
  • Ballo in fa diesis minore (F#m), 1977 gant Angelo Branduardi
  • Dañs Bekabe, 1984 gant Celtic Frost
  • Totentanz, 1996 gant In Extremo
  • Danzon macabre, 1999 gant Kennan Wylie
  • An dañs Bekabe bras, 2001 gant Marduk
  • Dañs Bekabe, 2001 gant The Faint[1]
  • Dañs Bekabe, 2002, gant Cradle of Filth
  • Dance of Death (album), 2003 gant Iron Maiden
  • Dañs Bekabe (ダ), 2004 gant Plastic Tree
  • Dañs Bekabe, 2005 gant Wintersleep

Amprestoù ha daveoù

  • Un dañs Bekabe goapaus e stumm un ambrougadeg kloer a weler e Fellini Roma gant Federico Fellini.
  • Arvestoù diwezhañ ar film Ar seizhvet siell gant Ingmar Bergman a ziskouez un doare dañs Bekabe.

Gwelet ivez

Levrlennadur

  • Utzinger (Hélène et Bertrand), Itinéraires des Danses macabres, éditions J.M. Garnier, 1996, ISBN 2-908974-14-2.
  • André Corvisier. Les Danses macabres, Presses Universitaires de France, 1998. ISBN 2-13-049495-1.

Liammoù diavaez


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù