Dál Riata

Dál Riata (hervez an heniwerzhoneg) pe Dalriada pe Dalriata, a oa ur rouantelezh Gouezeled savet en arvorioù Iwerzhon ha Bro-Skos, a-raok ar bloavezh 1000. War-dro dibenn ar VIvet kantved ha deroù ar VIIvet kantved e oa enni tachennoù Argyll ha Bute ha Lochaber ha kontelezh Aontroim en Ulaid.[1]

Kartenn eus rouantelezh Dál Riata en he barr uhelañ, war-dro 590. E melen emañ ar broioù pikt.

En Argyll ne oa da gentañ nemet teir c'henel:

  • Kenel Loairn en hanternoz hag er c'hreiz,
  • Kenel Óengus (Cenél nÓengusa) en Ìle
  • Kenel Gabrán (Cenél nGabráin) e Cinn Tìre;
  • ur pedervet kenel, Cenél Chonchride en Ìle, a seblant bezañ bet re vihan da vezañ a-bouez.

Istor

War-dro dibenn ar VIIvet kantved e teuas ur genel all war wel, Cenél Comgaill, e reter Argyll. Distrigoù Lorn ha Cowal en Argyll o deus miret anvioù Cenél Loairn ha Cenél Comgaill,[1] ha distrig Morvern a oa gwechall Kinelvadon, diwar Cenél Báetáin, ur rann eus Cenél Loairn[2].

Alies e weler Dál Riata evel un drevadenn iwerzhonat e Bro-Skos, petra bennak ma sav un toullad hendraourien a-enep-krenn d'ar gredenn-se [3] Tud Dál Riata a vez graet Skoted anezho alies, diwar an anv latin scotti a veze graet eus tud Iwerzhon ivez, hag a dalveze kement ha gouezelegerien, pe e vijent a Skos, a Iwerzhon, pe a lec'h all.[4] Amañ e vint anvet Gouezeled.[5].En he c'hreñvañ e oa ar rouantelezh dindan Áedán mac Gabráin (a renas war-dro 574-608), met torret e voe he c'hresk en Emgann Degsastan e 603 gant Æthelfrith Northumbria.

Faezhadennoù bras a c'hoarvezas en Iwerzhon ha Bro-Skos en amzer Domnall Brecc (marvet e 642) hag a lakeas fin da amzervezh kaer Dál Riata.

Tud, douar ha mor

Kalz kemmoù zo bet er vro a oa Dál Riata gwechall. Goullo eo ar maezioù e-skoaz neuze.

Pennadoù kar

  • Listenn rouaned Dál Riata
  • Duan Albanach
  • Senchus fer n-Alban

Notennoù


Levrlennadur

Liammoù diavaez