Confederate States Army
Lu Stadoù Kengevreet Amerika (saozneg: Confederate States Army, CSA) anvet ivez Lu ar Su a oa bet savet d'an 28 a viz C'hwevrer 1861 evit difenn Stadoù Kengevreet Amerika savet ar memes bloavezh pa oa bet ar 7 Stad kentañ er Su o tiskleriañ an disrann diouzh ar peurrest eus ar Stadoù-Unanet.
Deiziad krouiñ | 28 C'hwe 1861 ![]() |
---|---|
Brezel | Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika ![]() |
Diellaouet gant | National Archives and Records Administration ![]() |
Stad | Stadoù Kengevreet Amerika ![]() |
Aozadur mamm | Confederate States War Department ![]() |
Deiziad divodadur | 26 Mae 1865 ![]() |
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/9/97/Battle_flag_of_the_Confederate_States_of_America.svg/220px-Battle_flag_of_the_Confederate_States_of_America.svg.png)
Roet e oa bet lamm dezhi goude ma vije bet trec'het e-pad Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika (1861-1865).
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/e/eb/Holding_the_Line_at_All_Hazards_by_William_Gilbert_Gaul.jpg/220px-Holding_the_Line_at_All_Hazards_by_William_Gilbert_Gaul.jpg)
Istor lu Stadoù Kengevreet Amerika
D'an 28 a viz C'hwevrer 1861 ar C'hendalc'h Kengevreet da c'hortoz a vot evit sevel ul lu emzifenn savet gant tud a youl vat ha dindan urzhioù Prezidant Stadoù Kengevreet Amerika, an ez-koronal Jefferson Davis.
Etre ar 6 hag an 9 a viz Meurzh 1861 ar C'hendalc'h Kengevreet da c'hortoz a sav lezennoù milourel spisoc'h gant ar pal kaout ul lu dibad.Ne c'haller ket gouzout pet a dud o deus servijet e Lu Stadoù Kengevreet Amerika abalamour ma oa diglok pe distrujet rolloù Stadoù Kengevreet Amerika. Dre-vras e vez laret e vefe bet etre 750 000 hag ur 1 000 000 soudard. Gant ar sifroù-se ne vez ket kontet ar sklaved enrollet evit al labourioù e-maez ar stourm nag ar sklaved pe sklaved dieubet a emezelas el lu. Ne vez ket kontet kennebeut an niver a soudarded a servijas en Nerzhioù morlu Kengevreet.
Renkoù hag ardamezioù
Renkadur an ofiserien e lu Stadoù Kengevreet Amerika | ||||||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|
Jeneral | Koronal | Letanant Koronal | Major | Kabiten | Kentañ Letanant | Eil Letanant | ||||
![]() | ![]() | ![]() | ![]() | ![]() | ![]() | ![]() |
General (kengevreet) Koronal (Skouer an Troadegiezh) Letanant Koronal (Skouer al lec'h penn d'al lu) Major (Skouer Korf ar medisinerezh) Kabiten (Skouer ar bagad Marine) Kentañ Letanant (Skouer ar c'hanolierezh) Eil Letanant (Skouer ar marc'hegiezh)
Enlisted rank structure | ||||||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|
Serjant Major | Quartermaster Sergeant | Serjant urzhier | Kentañ serjant | |||||||
![]() | ![]() | ![]() | ![]() | |||||||
Serjant | Kaporal | Soner | Soudard | |||||||
![]() | ![]() | ardamez ebet | ardamez ebet |
Lu Stadoù Kengevreet Amerika en doa un doare da choaz an ofiserien disheñvel eus al luioù all an holl ofiserien dindan ar renk a Jeneral brigadenn a oa choazet dre ur vot gant ar soudarded dindan o urzhioù.
Soudarded zu
Soudarded du a oa bet e Lu Stadoù Kengevreet Amerika. Chomet e oa dianav ar fed-se betek nepell 'zo met studiadennoù a grog da vezañ savet evit kompren gwelloc'h piv, perak ha pet a dud du a oa bet o stourm evit ar Su.
Lu Stadoù Kengevreet Amerika hiziv
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/e/ef/Reenactment_of_Battle_of_Olustee_3.png/220px-Reenactment_of_Battle_of_Olustee_3.png)
Lu Stadoù Kengevreet Amerika a vez implijet kalz er Stadoù-Unanet evit an adsevel istorel. E su ar Stadoù-Unanet e vez ul liamm karantezus don etre annezidi an tiriad ha simboloù Stadoù Kengevreet Amerika, anezho re Lu Stadoù Kengevreet Amerika.
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/e/e6/Waite_Rawls_and_color_guard_-_Confederate_Memorial_Day_-_Arlington_National_Cemetery_-_2014.jpg/220px-Waite_Rawls_and_color_guard_-_Confederate_Memorial_Day_-_Arlington_National_Cemetery_-_2014.jpg)
]]
Adkemer er sevenadur
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/c/c5/Sydney_Adamson_-_The_Rebel_Charge.jpg/220px-Sydney_Adamson_-_The_Rebel_Charge.jpg)
Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika a zo ur vammenn difin er sevenadur, er Stadoù-Unanet pe dre ar bed.
Filmoù
- The Battle of Bull Run, Francis Ford, 18 a viz Meurzh 1913
- Gods and Generals, Ronald F. Maxwell, embanner Warner Bros. Pictures, 2003
Bandennoù-treset
- Les Tuniques bleues : Bull Run (albom 27), gant Lambil ha Cauvin, embannadurioù Dupuis, 1987
Sonerezh
- Dixie (anvet ivez Dixie's Land), a zo ur ganaouenn pobl a orin amerikan.
- When Johnny Come Marching Home kanaouenn pobl amerikan savet e-pad ar brezel.
- The Night They Drove Old Dixie Down kanaouenn gant ar strollad The Band