Chloe

anv merc’hed

Chloe zo un anv-badez saoznek, Chloé e galleg.

Gerdarzh

Chloé, hervez Jules Joseph Lefebvre (1875)
  • Chloe, deuet diwar an anv henc'hresianek χλοε (C'hloe), hag a dalv kement ha glazur nevez, a oa un anv roet d'an doueez Demeter, pe d'he c'hevatal roman Keres.

Adstummoù

Ouzhpenn Chloe : Chloë, Cloe, Chlöe, Chloé, Clowy, Kloe, Khloe, Khloë, Khloé, Kloé , Kloë.

Yezhoù all

Kavet e vez: Chloé, Chloë, Cloé, Chloe, Chloée, Kloé e galleg

Diwar-benn an anv

  • Meneget eo an anv er Bibl: e lizhiri Paol Tars da Gorintiz. Gwelet eo Chloe Korint evel ur santez gant ilizoù ar Reter.
  • En iliz katolik e vez lidet an anv d'ar 5 a viz Here, da zeiz Fleur d'Issendolus
  • Brudet mat e oa e Bro-Saoz e 2003, bloavezh ma voe roet ar muiañ d'ar merc'hedigoù.
  • Lakaet eo bet diouzh ar c'hiz e galleg goude 1965, gant romant Boris Vian, l'Écume des jours, ha dreist-holl goude 1980.


Tud

Chloe Marshall
  • Chloé Clerc, kanerez c'hall
  • Chloé Delaume, romantourez c'hall
  • Chloé Dumas, aktourez c'hall
  • Chloé Flipo, aktourez c'hall
  • Chloë Grace Moretz, aktourez stadunanat
  • Chloe Jones (1975-2005), aktourez stadunanat
  • Chloë des Lysses,aktourez ha kazetennerez c'hall
  • Chloe Marshall, dougerez dilhad saoz
  • Chloé Mons, aktourez c'hall
  • Chloé Mortaud, miss France 2009 ;
  • Chloé Réjon, aktourez c'hall;
  • Chloé Sainte-Marie, aktourez kanadian
  • Chloë Sevigny, aktourez stadunanat

Arzoù

  • Chloe e Dafnis ha Chloe',
  • Chloe (Thressa), en Odes (I.23, III.7 ha III.26), gant ar barzh latin Horatio, a oa serc'h dezhañ;
  • Chloe en Uncle Tom's Cabin, romant gant Harriet Beecher-Stowe en 1852.
  • Chloé (Lefebvre) , taolenn gant Jules Joseph Lefebvre, e 1875.
  • Chloe, e L'Écume des jours, romant gant Boris Vian e 1947.

Oabl

  • un asteroidenn(402) Chloé

Notennoù