Caroline von Brandenburg-Ansbach


Caroline von Brandenburg-Ansbach (1683–1737), pe Wilhelmina Charlotte Caroline, a oa ur briñsez alaman ganet en Ansbach, e Bavaria, dimezet da George II, roue Breizh-Veur.

Caroline von Brandenburg-Ansbach, gwreg George II, roue Breizh-Veur
Ar roue George II he fried

Hec'h anv

Ne seblant ket hec'h anv-badez bezañ bet anavezet en istor araozi, met berzh a ray diwar neuze, hag el lezioù alaman dreist-holl.

He buhez

Margravez e oa Caroline von Brandenburg-Ansbach. Merc'h e oa da John Frederick, Margrav Brandenburg-Ansbach, ha d'e eil pried, Eleonore Erdmuthe Sachsen-Eisenach.
Emzivadez e voe abred. Speredek e oa, desket ha savet mat, un toullad gwazed a glaskas dimeziñ dezhi.

Dimeziñ

Goulennet e voe gant an Impalaer Santel Karl VI, met hi a nac'has dre ma ne felle ket dezhi dont da vout katolikez.
Prestik goude e timezas da George August, mab da Dilenner Hannover, a voe goude danvez-roue Breizh-Veur ha roue evel George II. E Hannover e voe graet an eured d'an 22 a viz Eost 1705, ha genel a reas o mab kentañ, ar Priñs Frederick, d'ar 1añ a viz C'hwevrer 1707.

He bugale

  • Friedrich Ludwig (1707–1751), Priñs Kembre; mervel a reas a-raok e dad ha n'hallas ket ren.
  • Anna Hannover (1709–1759) ; dimezet e 1734 da Willem IV van Oranje
  • Amelia Sophie (1711–1768), ne zimezas ket
  • Carolina Elizabeth (1713–1759)
  • Georg Wilhelm (1717–1718)
  • Wilhelm August (1721–1765), dug Cumberland
  • Maria (1722–1772) dimezet e 1740 da Friedrich II von Hessen-Kassel
  • Louisa (1724–1751), dimezet e 1743 da Fredrik V, roue Danmark.