Bezhin

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Ar biologour, ha dreist-holl ar biologour mor, a ra bezhin eus kement seurt goumon a zo pe algae o kreskiñ er mor o vezañ lieskelligek ha makrotallek pe gant treujoù bras, o tiforc'hañ bepred diouzh ar re vikroskopek dre o ment[1]. Ur c'halz a fikologourien pe vbezhinourien a vez gwelloc'h gante implijout ar ger "Mikroalgae" evit ar re vikroskopek ha "makroalgae" e-lec'h ar gerioù "goumon" pe "vezhin".

Storan, Favaj pe Chiron, un doare bezhin a gresk war an aod-vev
Onigiri & Wakame miso-soup, Japan

Renket e vez ar bezhin hervez o liv pe kompozadur an danvez a ro liv dezhe, da lavarout eo, bezhin gell pe Faeofita, bezhin ruz pe Rodofita ha bezhin glas pe Klorofita. Un toullad spesadoù kianobakteria evelkent a c'hell bezañ lakaet e-touez ar bezhin. Arabat faziañ gant ar bezhin o lakaat anezhe asambles gant geotennoù a gaver war vord ar mor evel ar morgeotennoù hag a zo anezhe plant gwazhiennek, pe c'hoazh louzoù, ha kazi louzoù fall, a vez bleuñv enne. N'eus forzh bez' ez int lod eus henekosistemoù morel. (Ar gwellañ termenadur a c'heller reiñ d'ar ger louzoù a zo "ur blantenn n'emañ ket en he flas reizh".)


Istor

Bet eo bet un amzer ma ne oa ket deuet mat studiañ ar bezhin, kement ken o devoa an dud heug zoken gant skiantourien an 19vet kantved.(gwelout Landsborough, D. 1857. A Popular History of British Seaweeds)

Framm ha natur

Neuz ar bezhin a c'hell tennañ a-wechoù da hini ar plant douar nann-gwezek.

  • Tallenn pe Thallus: korf ar vezhinenn. Ar galkudenn hag an dalienn asambles. Ur benveg bouedañ eo an dallenn, ha koulskoude eo heñvel-mik o zaliennoù ouzh gwir zelioù daoust ma n'int ket e gwirionez (Delesseria sanguinea).
    • Talienn pe lamina: un organeg blat damheñvel ouzh un delienn
      • skoulmad spor pe sporus
      • war Fukus -- Klogor pe iskonelloù : organegoù e stumm c'hwezhigelloù-aer war an dalienn.
      • war dtali pe jelmestr -- Klogor pe iskonelloù : organegoù e stumm c'hwezhigelloù-aer e-kreiz etre an dalienn hag ar galkudenn.
    • kalkudenn: organeg e stumm un dreuzienn pe un troad. A c'hell bezañ pe get.
    • choch pe gwrizioù: a zo un organeg e penn-traoñ ar galkudenn hag a zo aze da stagañ ar vezhinenn ouzh ur garreg bennak pe zroad ur vezhinenn all.


Ar gouennañ, dibar ha gant doareoù disheñvel eus an eil gouenn bezhin d'eben, a c'hell bezañ pe sekset pe ansekset.

Ekologiezh

Meur a c'hraer a zo ret kaout a-benn lakaat bezhin da greskiñ. Setu un toullad :

  • An isgwiskad pe gwiskad-dindan (douar laosk, traezh, karreg...)
  • Fiñverezh an dour
  • Ar sec'hor hag ar sec'herezh
  • An temperadur
  • Ar paoter-holen
  • pH an dour

Implijoù

Ar bezhin a vez implijet evit teilañ an douar.

Adalek fin an XIXvet kantved betek ar bloavezhioù 50 e veze graet iod gant bezhin. Gant an iod da skouer, e veze graet louzeier da lakaat war ar goulioù. Ar bezhin a veze lakaet da sec'hañ war an tevenn. Goude-se pa oa sec'h mat ar bezhin, e veze lakaet da zeviñ e-barzh en ur forn kleuziet e-barzh an tevenn. Mein greun az ae da ober ar forn. Ur wech devet ar bezhin e veze tennet diouzh ar forn an torzioù soud ha kaset d'an usin. Chom a ra dilec'hioù fornioù bezhin war vord ar mor.

Implijet e vez bezhin e-leizh evel boued gant pobloù bord ar mor dre ar Bed, dreist-holl e broioù evel Japan ha Korea, met ivez e China, Vietnam, Indonezia, Filipinez, Perou, Taiwan, Proviñsoù Atlantel Kanada, Skandinavia, Iwerzhon, Kembre, Breizh, Bro-Skos, ha kalz a lec'hioù all evel-just. E Groe e vezent implijet d'ober tan; graet e veze bihin-tan anezhe[2].Ar pioka (Chondus crispus, dreist-holl) a veze implijet evit ober yod. Ne ket sur e veze debret ar bezhin gant an dud. E Bro-Iwerzhon hag e Bro-Skoz e veze debret an tellesk (Palmaria palmata).

Daveoù

Lewis, J.R. 1964. The Ecology of Rocky Shores. The English Universities Press Ltd.

Cabioc'h J., Floc'h J-Y..., Guide des algues de mers d'Europe, 2006, Les guides du naturaliste, Delachaux et Niestlé.

Liammoù diavaez

Sellit ouzh ar ger bezhin er
wikeriadur, ar geriadur frank.