Bernie Bonvoisin

Bernie Bonvoisin a zo ur c'haner, ur sevener hag un oberour gall bet ganet d'an 9 a viz Gouere 1956.

Brudet eo bet a-drugarez d'ar strollad hard rock Trust.Politikel tre oa ar pozioù. An temoù a denne dreist holl eus ar gwaskerezh, ar polis, an diktatouriezh (soviedel pe reoù Su Amerika...), ha sevel a raent a-enep d'ar vourc'hizien.Tost tre oa Bernie Bonvoisin ouzh kaner AC/DC Bon Scott, ha savet en deus ur ganaouenn en enor e vignon pa varvas e 1981 tro Londrez (Ton Dernier Acte a gaver er bladenn "Marche ou Crève").Dilezet en deus e vicher kaner evit dont da vezañ sevener filmoù gant e film kentañ Les Démons de Jésus.

Pladennoù

  • Pladennoù Trust a-bezh
  • 1986 Couleur Passion
  • 1988 En avoir ou pas
  • 1993 Étreinte dangereuse

Filmoù

  • Hiver 54 - L'Abbé Pierre (Komedian)
  • La Haine (Komedian)
  • Les Démons de Jésus (Sevener)
  • Les Grandes Bouches (Sevener)
  • Blanche (Sevener)

Levrioù

  • Vous êtes faites de peines étranges

Liammoù liesseurt