Azoniad Poland
Azoniad Poland pe sindrom Poland a zo ur c'hleñved dianav e abeg ha tapet a-vihanik. Etre 1 ha 3 babig diwar 100.000 ganedigezh a vez ganet gant ar c'hleñved-mañ.
An dra voutin d'an holl dud gant azoniad Poland eo aplaziezh (ehan er c'hresk) pe ezvezañs unan eus an div gigenn-vruched (kleiz pe zehou). Direizhderioù all a c'hell bezañ : oligodaktiliezh (mankout a ra ur biz pe veur a hini), sindaktiliezh (juntret ar bizied asambles), asimetriezh an izili-krec'h, direizhder el lienenn-gig, en avu, er galon, el lounezhi... Alies e vez kudennoù analat ha skolioz gant an den ivez.
Azoniad Poland a c'hellfe bezañ ur c'hleñved genetek met n'eo ket bet prouet evit c'hoazh.
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/6/64/Poland-syndrome.jpg/250px-Poland-syndrome.jpg)
Tud brudet gant azoniad Poland
Jérôme Thomas, bokser gall
Jeremy Beadle, kinniger tele saoz
🔥 Top keywords: DegemerCarles PuigdemontDibar:KemmoùDiwezhañWikipediaDibar:KlaskEil Brezel-bedSkoazell:SkoazellCarly SimonBrezel-bed kentañWikipedia:SkoazellHemolc'h an UnkornegMarc'h-kornek askellekWikipedia:Porched ar gumuniezhBrezhonegBengaluruLanvealgonWikipedia:Kumuniezh/An davarnWikipedia:Diwar-bennC'hoari ar misionerBreizhWikimedia1200Wikipedia:Kemennoù227Ukorneg askellekChaseadeg ar Marc'h-KornekHent ar SeizWikipedia:Anv-implijer/ezTeknologiezhConioloMarc'heg lost duSon ar chistrAmerika LatinMediaWikiEgiptYulia NachalovaRoll bannieloù BreizhRepublik Pobl SinaNizon