Avrou

kumun Bro-C'hall
Avrieux
Enkerzh Avrou o tont eus Modane ha pointe de Longe Côte (3104 m) en drektalenn.
Enkerzh Avrou o tont eus Modane ha pointe de Longe Côte (3104 m) en drektalenn.
Anv arpitanekAvrou
BroSavoia Savoia
Melestradurezh
StadFrañs Frañs
RannvroAuvergne-Rhône-Alpes
DepartamantSavoie
ArondisamantSaint-Jean-de-Maurienne
KantonModane
Kod kumun73026
Kod post73500
Maer
Amzer gefridi
Jean-Marc Buttard
2014-2020
EtrekumuniezhKumuniezh kumunioù Haute Maurienne Vanoise
Lec'hienn webavrieux.com
Poblañsouriezh
Poblañs389 ann. (2020)[1]
Stankter10 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
45°12′55″N 6°43′21″E
Uhelderioùbihanañ 1094 m — brasañ 3506 m
Gorread37,85 km²


Avrou en arpitaneg (Avrieux e galleg hag ent-ofisiel) zo ur gumun eus Savoia, e departamant ar Savoie, er rannvro c'hall Auvergne-Rhône-Alpes.

Douaroniezh

Emañ kêriadenn Avrou e traoñienn Moriena, war ribl an Arc, 5 kilometr er biz da v-Modane. Tostig-tost alese emañ park broadel ar Vanoise.

Istor

Mervel a reas an impalaer Karl Voal eno d'ar 6 a viz Here 877. O tistreiñ eus Italia en doa kavet repu en Avrou (« Brios » d'ar mare-se).

E 1805 e voe krouet ur post evit linenn pellskriver Chappe Pariz — Milano.

Politikerezh

An ti-kêr.
Roll ar vaered
MareadAnvStrolladPerzh
1989 – 1995Roland FiandinoDVD
1995 – 2001Chantal GrenatDVG
Meurzh 2001 – Meurzh 2014Antoine PlaUMP
Meurzh 2014 – -Jean-Marc Buttard

Gevelliñ

Armerzh

Un aveadur 5 c'hwezerezh a zo evit studiañ emzalc'h aerodinamikel aerlistri a bep seurt (kirri-nij, fuc'helloù...). Ar c'hwezerezh vrasañ a voe savet gant an Nazied en Aostria, kenkizet gant ar C'hallaoued goude ar brezel hag staliet en Avrou.

Emañ kreizenn ski La Norma en tu all d'an Arc.

Monumantoù ha traoù heverk

  • Iliz-parrez dediet da Sant Thomas Becket
  • Chapel Itron-Varia an Erc'h
  • Chapel Sant Benead
  • Chapel Santez-Anna
  • Chapel Sant-Roch
  • Chapel an Dreinded santel
  • Lamm-dour ar Saint-Benoit
  • Kastel Avrou, aet da get
  • Kreñvig Marie-Thérèse
  • rummet Natura 2000[3] eo nec'h ar gumun, evit he flant dreist-holl

Notennoù ha daveennoù

Liammoù diavaez