Amiens

kumun Bro-C'hall
Amiens
En nec'h a-gleiz an Tour Perret, en nec'h a-zehou iliz-veur Itron-Varia, e-kreiz Saint-Leu, en traoñ a-gleiz kroaz-hent-tro Maréchal-Joffre, en traoñ a-zehou ar c'hreiz-kêr.
En nec'h a-gleiz an Tour Perret, en nec'h a-zehou iliz-veur Itron-Varia, e-kreiz Saint-Leu, en traoñ a-gleiz kroaz-hent-tro Maréchal-Joffre, en traoñ a-zehou ar c'hreiz-kêr.
Ardamezioù
Bro Pikardi

Amiénois

Melestradurezh
StadFrañs Frañs
RannvroHauts-de-France
DepartamantSomme (prefeti)
ArondisamantAmiens (pennlec'h)
KantonPennlec'h seizh kanton
Kod kumun80021
Kod post80000, 80080 ha 80090
Maer
Amzer gefridi
Brigitte Fouré
2014-2020
EtrekumuniezhAmiens Métropole
Lec'hienn webamiens.fr
Poblañsouriezh
Poblañs134 167 ann. (2020)[1]
Stankter2 713 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
49°50′39″N 2°44′8″E
Uhelderioùbihanañ 14 m — brasañ 106 m
Gorread49,46 km²

Douaroniezh

Treuzet eo kêr gant ar stêr Somme. Kanol ar Somme a zo bet savet e deroù an XIXvet kantved.

Ur c'hroashent eo Amiens etre:

136 234 annezad zo.

Anv

Hen impalaeriezh roman

  • Samarobriva (Ptolemaios II, 9, 4 ; CIL XIII, 3490 ; Taolenn Peutinguer)
  • Samarabriva (CIL XIII, 9158 ; It. Ant.)

Impalaeriezh roman diwezhañ

  • C(iuitas) Ambi(anorum) (CIL XVII, 508, war dro 305-309)
  • Amcianorum (civitas) (sened-iliz Köln, 346)
  • Ambiani Urbs (Amm. Marcel. XV, 11, 10)
  • Ambianensium Civitas (Sulp. Sev, Vita Martini, 2, 2 ; Not. Gall.)
  • Ambiani (Kod. Teodoz, VIII, 14, 1 ; Jerom, Ep. 123, 15, 1 ; Prosper Aquit. Chron. 1135)

Krennamzer

  • Ambiani (sened-iliz Orleañs, 511 ; Fredegarius, Chron. II, 45)
  • Ambianensis (sened-iliz Orleañs, 549 ; Gregor Teurgn, Vit. Mart. I, 17)
  • Civitas Ambianus (sened-iliz Pariz, 614)

Gerdarzh

  • Samara = anv ar stêr ; Briva = pont.
  • Ambiani ː anv pobl galian ar vro.

Ardamezioù

En gul e iliavenn en argant, e gab en glazur hadet gant flourdiliz en aour (stumm kozh Frañs).

Melestradurezh

Betek 2008 e oa Gilles de Robien maer Amiens ouzhpenn bezañ prezidant ar veurgêr.

Etre 7 kanton eo rannet Amiens.

Ul lez-varn c'halv zo ivez, hag he zachenn eo 3 departamant ar rannvro.

Demografiezh

Endroadur ar boblañs
1851193619461962196819751982199019992005
52 14993 77384 774105 433117 888131 476131 332131 872135 501136 000
Adalek 1962 : Poblañs hep kontañ doubl

Istor

Henamzer

E-kerzh hañv 367, an impalaer roman Valentinian en em stalias en Amiens, evit adlakaat an urzh roman war Enez-Vreizh.

Alese e oa aet ar c'hont spagnol Theodosius da vrezeliñ en Enez-Vreizh. En e arme e oa e vab Theodosius, hag ur vignon ivez spagnol dezho, Maximus (Magnus Clemens Maximus).

Degouezhet klañv, Valentinian e savas da aogust (= impalaer), e vab Grasian, ar 24 Eost 367, en Amiens.

Krenn Amzer

Mare a-vremañ

Roet eo bet al label Kêrioù ha Broioù Arz hag Istor dezhi.

Tud

Monumantoù ha savadurioù dibar

an Iliz-Veur
  • An iliz-veur Itron-Varia Amiens
  • Ar Befrez
  • Ar sirk-kêr
  • Tour Perret
  • Iliz Sant-Leu

Treuzdougen

Hentoù

Daou c'hourhent zo : A16 hag A29.

Aer

Aerborzh Amiens-Glisy, e reter kêr.

Hent-houarn

Daou di-gar zo, war an hent Pariz-Boulogne o-daou :

  • Ti-gar Amiens, an ti-gar pennañ, anvet Ti-gar an Norzh ;
  • Ti-gar Saint-Roch..

Un trede ti-gar, e-maez kêr, zo un ti-gar Tren Tizh Bras (TTB).

Treuzdougen foran

Meret eo ar rouedad gant Amétis, ur C'hevredad Armerzh Kemmesk. Kaoz zo da staliañ un tramgarr.

Kelennerezh

Tro 30 000 studier zo e kalz skolioù disheñvel :

  • Skol-Veur Pikardi Jules Verne (UPJV) gant:
    • Kevrenn ar medisin hag an apotikerezh,
    • Kevrenn ar gwir, ar skiantoù politikel hag armerzhel (e-harz an Iliz-Veur),
    • Kevrenn ar skiantoù (er c'harter Saint-Leu),
    • Ensavadur Skol-veur Micherelaet (ESM/IUP) MIAGE (Méthodes informatiques appliquées à la Gestion des Entreprises),
    • Kevrennoù ar skiantoù, al lizhiri, ar yezhoù ha STAPS (e Kampus Amiens Su),
    • Ensavadur Skol-veur A Deknologiezh (ESAD/IUT) Merañ an embregerezhioù hag ar Melestradurezhioù, Stlennegezh, Ijinerezh Mekanikel ha Produktel, Ijinerezh Keodedel, Ijinerezh Bevoniel ha Teknikoù Co (er C'hampus su),
    • Kevrenn an arzhoù e lec'h an Teinturerie (kreiz-kêr),
    • Stummañ Dibaouez hag e-learning (kreizkêr).
  • Klasoù prientiñ d'ar skolioù bras e skiantoù, en armerzh hag el lizhiri ;
  • Skol Uhel Ijinouriezh en electronik ha teknikoù tredan (ESIEE) ;
  • Skol Uhel Kenwerzh Amiens - Picardie hag e Institut supérieur d'administration et de management (ISAM) ;
  • Skol Uhel an Arz hag an Design (ESAD).
  • Skol Teknikourien e Dielfeniñ Biomédical? (IFTAB) ;
  • Skol glañvdiouriezh ;
  • Skol an amiegezed ;
  • Skol Doloiñ ha Leuñvouriez

Liammoù diavez


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Levrlennadur

  • Luce Pietri : Topographie chrétienne des cités de la Gaule, des origines au milieu du VIIIè siècle. XIV. Province ecclésiastique de Reims (Belgica Secunda). De Boccard. 2006
  • François Zosso & Christian Zingg ː Les empereurs romains. 27 av. J.-C. - 476 ap. J.-C. Embannadurioù Errance. 1994

Daveoù ha notennoù