Alfred Kalb

Lejioner
Anv badezAlfred Kalb
LesanvioùLejioner bihan

Ar c'hantreer
Razh an dezerzh
An evn-kazh kozh digastret
Mahomedour

Deiziad ganedigezhDianav
Aet da anaon
Lec'h ganedigezhBerlin, Berlin-Moabit, Alamagn
Bro Alamagn
Skourr Lejion Estrañjour

Wehrmacht

MicherioùLejioner

Soudard

RenkGefreiter
Unvezh 19vet rann panzer

27vet rejimant panzer

Emgannioù pennañBrezel ar Rif

Koursk
Stalingrad
Monte Cassino

Lejioner, Alfred Kalb eus e anv gwirion, a zo un dudenn a adkaver lies e romantoù istorel Sven Hassel. Genidik eus Berlin o vevañ e karter Berlin-Moabit a-raok an Eil Brezel-bed. Stlapet e oa bet er c'hampoù-bac'h dre ma oa bet ezel el Lejion Estrañjour ha neuze kondaonet evit bezañ bet o servij en ul lu o vrezeliñ a-enep an Trede Reich ha gwelet evel enebour politikel.Gefreiter ez eo er 27vet rejimant panzer e romantoù Sven Hassel. Goude an Eil Brezel-bed e tistro el lejion estrañjour gant e gamarad Breur Bihan. Mervel a raio en un ospiti evit al lejionerien gozh evel Breur Bihan.

Soudard gall war talbenn ar reter e sigaretenn en e veg

Tro-spered

Da geñver an holl tudennoù taolennet e romantoù Sven Hassel ez eo an hini stabilañ da geñver spered. Soudard abaoe ma z'eo yaouank flamm n'en deus ket aon rak ar stourm na rak ar gourdonadegoù. A-wechoù ez eo lakaet e karg da gourdoniñ ar soudarded nevez o erruout er 27vet rejimant panzer.Displijet bras ez eo gant an dud hep doujañs ouzh ar relijion betek lazhañ kriz lod anezho.

Displijet bras ez eo gant an dud o flemmañ ar Frañs rak en em santout a ra gall a-raok pep tra. Gwasoc'h ez eo pa vez flemmet e harozh ar jeneral De Gaulle, gellout a ra bezañ feuls a-benn neuze.

Soudard lejioner en 2vet rejimant estrañjour e-pad Brezel ar Rif

Muzulman ez eo met evañ ha butuniñ a ra. Ober a ra an holl pedennoù ret bemdez gant e tapiz pediñ.

Pa vez o argadiñ e huch pe "Allah el Ackbar!" pe "En avant la Légion!". Pa vez o c'hortoz ur prantad stourm pe un dro-gamm e blij dezhañ mouskanañ "Komm, Süßer Tod" (brezhoneg:" Deus marv dous, deus") ur ganaouenn anavezet mat el lu Alaman ha bet krouet gant Johann Sebastian Bach hag ul liamm a ra gant lugan al Lejion Spagnol "¡Viva la muerte!". Dre gement-mañ e soñj a-wechoù d'ar rusianed ez eo soudarded ar brigadenn SS Rann-arme Karl-Veur e-tal dezho.

Komz a ra Alamaneg, Arabeg, Spagnoleg, Galleg ha Chinaek.

Keñveriañ a ra alies an tachennoù hag an enebourien gant ar re en deus bet treuzet pe stourmet outo pa oa el Lejion Estrañjour dreist-holl e-pad Brezel ar Rif. Bepred e tiskler e oa gwasoc'h ar pezh a vevas a-raok bezañ er 27vt rejimant panzer.

Spouronet ez eo Breur Bihan gant ar bed relijiel ha pa vez kaoz eus ar Pab pe Jezuz pe Allah e sav ur barad anaon ennañ dre an torfedoù en deus bet graet a-hed e vuhez. Lejioner pe Alfred Kalb a implij ar fed-se evit gopaat outañ.

Korfelezh

1m60 ez eo.

Galoñsoù renk un Gefreiter rann ar c'hirri-hobregonet

Bez e vez bepred gant ur sigaretenn enaouet pe get en e veg.

E dremm a zo mac'hagnet bras, glizennoù lies en deus. Spouroniñ a ra an dud dre e zaoulagad hag e dremm freuzet.

Digastret ez eo bet e toull-bac'h Fagen, pa vez e gamaraded o vont da welet ar gisti e ya ganto mezv-du dall hag e sell evit kaout mennozhioù evit digeriñ ur bordell dezhañ e-unan goude ar brezel e Maroko.

Ar soudard

Bet e oa bet lejioner en eilvet rejimant el Lejion estrañjour, kemeret en deus perzh e brezel ar rif, stourmet en deus ivez e Indez-Sina.

Hervezhañ ez eo emezellet el Lejion pa oa 16 vloaz ha da vare romantoù Sven Hassel e tiskler ez eo soudard abaoe 14 vloaz pe 30 vloaz bremañ.

Ur soudard ampart ez eo war an holl tachennoù nemet stourm a-enep an tankoù lec'h ma z'eo gwelloc'h Breur Bihan evitañ. Soudard mailh gant ar mindrailherezhoù, kontilli, fuzuilhoù resided, kordennoù-kroug ez eo.

Plijout a ra dezhañ kaout armoù naetaet mat ha prest da lazhañ an enebourien.

Pa vez o vale ne ra trouz ebet ne ra forzh ma vije war an talbenn pe en a-dreñv.

Dougen a ra ul lien-mouch glas-gwenn-ruz livioù ar banniel c'hall hag en e godell unwisk soudard en deus ur poltred eus ar jeneral Charles de Gaulle.

Levrlennadur

  • Døden på Larvefødder (Rodoù ar marv) (1957) (Goañv 1943 - Meurzh 1944)
  • Frontkammerater (Kamaraded an talbenn) (1960) (Ebrel-Eost 1944)
  • Marchbataillon (Batailhon-bale) (1962) (fin 1942 - Ebrel 1943)
  • Gestapo (1943-1944)
  • Monte Cassino (1963) (Genver-Mae 1944)
  • Likvidér Paris ! (Risañ Pariz!) ((1967) Even 1944 - C'hwevrer 1945)
  • SS-generalen (Jeneral SS) (1969) (fin 1942- Ebrel 1943)
  • Glemt af Gud (Hent gwadus ar marv) (1977) (Hañv 1944 )
  • Jeg så dem dø (Brezel an hañv) (1974) (Here 1941 - Genver 1942)
  • Kommando Reichsführer Himmler (Kommando Reichsführer Himmler) (1972) (Eost-Here 1944)
  • GPU-Fængslet (Toull-bac'h ar GPU) (1971) (Goañv 1942 - 1943)
  • Krigsret (Barnadeg-brezel) (1979) (Goañv 1942-1943)
  • Kommissæren (Ar c'homiser) (1985) (Hañv 1941)