Ac'hates

Ac'hates pe Akates, pe Akat, a oa ur mignon bras da Aeneas, hervez mojennoù Roma gozh, hag Eneid Vergilius: meur a wech e vez graet fidus Achates, «  Ac'hates feal » anezhañ er varzhoneg.

Aeneas hag Akates en ur porzh libian, livet gant Dosso Dossi (war-dro 1520), National Gallery of Art, Washington.

N'eus kaoz ebet anezhañ e mojennoù Hellaz. Gallout a rafe an den hag e anv bezañ bet ijinet gant Vergilius.

Mojenn

Pa oa an tan e kêr Troia e skoazellas Aeneas da dec'hout gant e dad hag e vab, da gentañ war ar menez Ida, ha goude betek Italia. Atav e veze prest da sikour pa veze ezhomm. Kas a reas e gile betek sibilenn Cumae.

Menegoù

Meneget eo bet gant meur a skrivagner (Jean-Jacques Rousseau, Walter Scott), hag a-wechoù dre fent, evel pimpatrom ar mignon feal, tre evel Patrokles, mignon Akilles, pe Pirithoos, mignon Theseüs .

Anv tud ha traoù all

  • Ar stêr it:Dirillo, e Sikilia, a veze graet Achates anezhi e latin, abalamour, a gonter, ma veze kavet mein agat enni.
  • Acate zo anv ur porzh e Sikilia, anvet Vischiri e sikilieg.
  • Er XVvet kantved e oa ur sonaozour eus kêr Basel, a oa Leonardus Achates, pe Leonardus Achates de Basilea.
  • Ul lestr brezel zo bet anvet Achates gant ar Royal Navy saoz e-kerzh an Eil brezel bed.