A Song of Ice and Fire

A Song of Ice and Fire ("Ur Ganaouenn a Skorn ha Tan") zo un heuliad romantoù fantasy a vojenn-veur skrivet gant ar romantour ha senarioour stadunanat George R. R. Martin. Kregiñ a reas Martin en heuliad-se e 1991 hag embann ar rann kentañ, A Game of Thrones, e 1996. Tamm ha tamm ec’h astennas an trifezh raktreset e penn-kentañ evit gober pevar rann ouzhpenn a-c'hwael (n’eo ket echu c’hoazh an heuliad).

A Song of Ice and Fire
novel series
TitlA Song of Ice and Fire Kemmañ
Labour da-heulGame of Thrones Kemmañ
Tachennfaltazi, high fantasy Kemmañ
AozerGeorge R. R. Martin Kemmañ
Bro orinStadoù-Unanet Kemmañ
Yezh an oberenn pe an anvsaozneg SUA, saozneg Kemmañ
Deiziad embann1996 Kemmañ
Awenet gantThe Accursed Kings Kemmañ
Lec'h an istorKing's Landing, Westeros, Essos, Sothoryos, Ultos Kemmañ
Prizioù resevetNPR Top 100 Science Fiction and Fantasy Books Kemmañ
Hollved faltaziekWorld of Ice and Fire Kemmañ
Roll an tudennoùlist of A Song of Ice and Fire characters Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.georgerrmartin.com/book-category/?cat=song-of-ice-and-fire Kemmañ


Istor

C’hoarvezout a ra istor A Song of Ice and Fire war daou gevandir faltaziek, Westeros hag Essos, gant o istor dezhe kozh a viliadoù a vloavezhioù. Kontet e vez an istor en trede gour, hogen gwelet evit pep chabistr diouzh savboent tudennoù disheñvel. Tri istor a gemmesk el levrioù:

  • Kronik ur brezel tiernac’hel etre meur a diegezh an noblañs evit kaout ar galloud war Westeros (evit bout roue ar c’hevandir ha staliet war an Tron Houarn pe evit disrannañ douaroù an Hanternoz diouzh ar Su).
  • Donedigezh gourdrouz un droug dianav, pe ankouaet kentoc’h, hini “ar Re Arall”, boudoù damvojennel o vevañ e tiriadoù en tu-hont d’ar Voger bet savet e Hanternoz Westeros miliadoù a vloavezhioù zo evit difenn ar rouantelezh dioute (ha ne servije mui nemet da herzel ouzh ar “ouezarded” d’hec’h aloubiñ pe d’he breizañ).
  • Youl divrall Daenerys Targaryen, c’hoar da Aerys II “ar roue foll” bet distroadet gant Robert Baratheon, ha hêrez reizhwiriek nemeti an Tron Houarn, da zistreiñ da Westeros hag adc’hounit tron he zad. Bevañ a ra en harlu abaoe he bugaleaj tenerañ war Essos. Graet e vez “mamm an erevent” anezhi abalamour d’he zri aerouant (spesad boudoù aet da get abaoe kantvedoù kent mar gellas Daenerys genel tri anezhe diwar vioù kozh).

Embannadurioù

#TitlNiver a bajennoùNiver a chabistroùEmbannadur (SUA)
1A Game of Thrones70473Eost 1996
2A Clash of Kings76870C'hwevrer 1999
3A Storm of Swords99282Du 2000
4A Feast for Crows75346Du 2005
5A Dance with Dragons105673Gouhere 2011
6The Winds of WinterDa vout embannet
7A Dream of SpringDa vout embannet

E broioù zo hag evit troidigezhioù zo ez eus bet dibabet isrannañ rannoù an embannadur orin. E Bro-Saoz ez eus bet 7 rann betek-henn tra mard eus 5 evit an embannadur amerikan orin. E galleg ez eus 15 rann (advoulet gant J'ai Lu hervez an didroc'h orin adalek 2010). 10 zo en alamaneg...

Awen

Istor

Awenet eo bet George R. R. Martin gant darvodoù istorel pe fedoù douaroniel gwirion: Brezel an Div Rozenn, Moger Hadrian,...; mod-arall, tenn a ra Westeros da Vro-Saoz a-fet stumm, hag all.

Relijion

A-hend-arall, n’eus douetañs ebet en deus Martin klasket kemer patrom ar gristeniezh hag ar baganelezh evit taolenniñ ar relijionoù ez eus anv anezhe en e oberenn: en un tu ez eus kaoz gantañ a-zivout ur relijion undoueek dic’houzañv, hini “mestr ar gouloù”, hogen dezhañ un doue dianv (pe anvet “an Hini All”) oc’h ober e bar teñval; en tu arall, relijionoù liesdoueek (hini tud ar Su dezhi seizh doue, ha hini an dud kentañ a zo ivez hini tud an Hanternoz (diskennidi ar re gentañ) gant doueed kozh diniver). Er relijionoù-mañ diwezhañ e tesreveler d’ur bihan niver ez eo, e gwirionez, razh an doueed un undoue e meur a stumm.

Perzhioù dibar an oberenn

Klasket en deus Martin pellaat diouzh kendivizadoù ar stil moliac’h. Realouroc’h eo oberenn Martin: daoust mar kaver enni un toullad boudoù dreistordinal (erevent, “ar Re Arall”) ez eo mudurun A Song of Ice and Fire an itrikoù politikel ha poanioù an tudennoù, evel ma vefed en ur Grennamzer faltaziek. Dre ma lenner an istor dre savboentoù an holl benndudennoù tro-ha-tro e c’heller kompren o zrivliadoù hag o divizoù, zoken re ar re “fallañ” pe forc’hellekañ. Ouzhpenn e c’heller arvestiñ ouzh marv trumm ur benndudenn a heulier abaoe ar penn-kentañ, ar pezh a zo dibaot a-walc’h el lennegezh.

Berzh

Ouzhpenn 15 milion a skwerennoù zo bet gwerzhet er bed a-bezh ha troet eo bet en ouzhpenn ugent yezh. Savet ez eus bet ur stirad-skinwel (Game of Thrones) gant ar chadenn HBO diwar al levrioù-se.