İmralı

İmralı (distaget [imrɑ'lɯ] e turkeg) zo un enezenn vihan eus Turkia, e Mor Marmara, e proviñs Bursa.

Kartenn eus Mor Marmara, gant enez İmralı

25 km² eo gorread İmralı hag 8 km hirder he deus ; 217 m uhelder he deus an dorgenn uhelañ.

E 1935 e voe savet un toull-bac'h war an enezenn. Eno e voe bac'het tud anavezet evel :

  • Adnan Menderes, kentañ ministr, lakaet d'ar marv e 1961
  • Fatin Rüştü Zorlu, ministr an Aferioù estren, lakaet d'ar marv e 1961 ivez
  • Hasan Polatkan, ministr an Arc'hant, lakaet d'ar marv e 1961 ivez
  • Yılmaz Güney, saver ar film Yol
  • William Hayes, studier stadunanat, tamallet dezhañ bezañ trafiker dramm. E istor a gonter er film Midnight Express.
  • Abdullah Öcalan, saver ha rener Strollad Labourerion Kurdistan, bac'het eno abaoe 1999.